YouTube

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Logo YouTube e 2017
Youtube founders.jpg
Krouerien YouTube : Chad Hurley, Steve Chen ha Jawed Karim

YouTube, LLC zo ur savenn stadunanat da eskemm videoioù war an Internet, diazezet e San Bruno e Kalifornia.
Tri implijiad eus PayPal : Chad Hurley, Steve Chen, ha Jawed Karim, o devoa savet ar servij e miz C'hwevrer 2005. Google en deus prenet al lec'hienn e miz Du 2006 evit ur sammad a 1,65 milmilion US$ ; unan eus skourroù Google ez eo YouTube hiziv-an-deiz.
Implijerien YouTube a c'hall lakaat videoioù en-linenn, sellet ouzh videoioù all, o notenniñ ha burutellañ, o eskemm, o gwellaat, o diskuliañ, ha heuliañ implijerien all. Dre YouTube e c'heller gwelet a bep seurt doareoù filmoùigoù, pe e vefent bet savet gant tud a-vicher, embregerezhioù pe gant tud nann arbennikaet.

E-touez an danvez a c'heller kavout war ar savenn ez eus klipoù, klipoù skinwel, filmoùigoù, filmoùigoù bruderezh, teulfilmoù, enroladennoù son, filmoùigoù tañva, filmoùigoù live, ha videoioù blogañ, filmoùigoù kelenn ha filmoùigoù doare DOY. Darn eus an danvez a gaver war YouTube zo lakaet en-linenn gant hiniennoù. Bez' ez eus ivez danvez degaset gant embregerezhioù bras evel CBS, BBC, Vevo, hag Hulu a ro digoust danvez da welet dre hanterouriezh YouTube dre un c'henemglev gant ar savenn.

An arvesterien n'int ket enrollet ne c'hellont nemet gwelet videoioù al lec'hienn. Ar re a zo izili a c'hell ouzhpenn arvestiñ, lakaat en-linenn danvez diniver, notenniñ hag eskemm. Ar videoioù hag a c'hellfe bezañ arvarus (feulster, reizh....) na c'hellont bezañ gwelet nemet gant an implijerien enrollet a zo 18 vloaz pe ouzhpenn.