Mont d’an endalc’had

Inoxtag

Eus Wikipedia
Inoxtag
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denInès Dany Benazzouz Kemmañ
Anv-bihanInès Kemmañ
Anv-familhBenazzouz Kemmañ
LesanvInoxtag Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 C'hwe 2002 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLevallois-Perret Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherinfluencer, video blogger, online streamer Kemmañ
Tachenn labourmediaoù sokial Kemmañ
Inès Benazzouz

Inès Benazzouz, anavezet gwelloc’h dindan e lesanv Inoxtag, a zo ganet d’an 2 a viz C'hwevrer 2002 e Levallois-Perret (Hauts-de-Seine), bevet en deus e vugaleaj e Orgeval (Yvelines), ha ur videoour ha streamer eo bremañ war YouTube, sammañ a ra 9,8 milion a goumananterien war YouTube e miz Meurzh 2024.

E 2015 en deus digoret e chadenn gentañ war youtube, c’hoari a rae gant c’hoarioù video evel Minecraft, ha gant Fortnite eo deuet da vezañ brudet gant e vignon nevez, Michou, goude-se en deus cheñchet e doare videoioù ha graet en deus traoù a bep seurt er vuhez wirion. Bez en deus bremañ div chadenn, Inoxtag gant 7,35 milion a goumananterien hag Inoxtag 2.0 gant 2,53 milion a goumananterien.

Biografiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet en deus Inès Benazzouz e vachelouriezh skiantel e 2020.

Red-micher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet en deus e video kentañ  e 2015 diwar-benn Minecraft.

Krouet en deus an « Team Crouton » gant Michou e 2018.

E miz Meurzh 2019, Inoxtag a rae ivez videoioù war-eeun war YouTube e-pad ma c’hoarie gant c’hoarioù video, aozet en deus un tournamant Fortnite.

E 2020 e embannas e son kentañ, titlet « Mili Mili » evit e gentañ milion a goumananterien.

D’ar 14 a viz Genver 2020 e krouas ur chadenn a eilrenk anvet Inoxtag 2.0 evit embann videoioù all.

D’an 31 a viz Here 2021, eo pedet Inoxtag d’ar Z event, ha pilet en deus ur rekord gant 453 000 a arvesterien[1].

E deroù 2023 en deus disklêriet e oa o vont da grapat ar Menez Everest en nevezamzer 2024.

D’ar 5 a viz Eost 2023 e embannas ur video e-lec’h ma oa o krapat ar Menez Gwenn, hag ar Menez Cervin.[2]

Raktresoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D’an 18 a viz Du 2022 en deus krouet ur servijer Minecraft anvet OneCube, serret eo bet d’ar 27 a viz Ebrel 2023.

D’an 2 a viz Mezheven 2022 eo aet Inès Benazzouz war un enezenn didud e Kambodja[3], gant div gontell hag all, tremenet en deus 7 devezh e-unan, graet en deus 3,5 milion a arvesterien dindan 1 devezh.

D’ar 24 a viz C’hwevrer 2023 en deus lâret e oa o vont da grapat Menez Everest gant Mathis Dumas, luc’hskeudenner anezhañ, ha tout ur skipailh, hep anavezout an alpaerezh, e nevezamzer 2024. Lâret en deus e oa pal pennañ e vuhez. Krapet en deus ar menez Gwenn hag ar Menez Cervin dija[2].

Rouedadoù sokial[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Inès Benazzouz a zo ivez war rouedadoù sokial, dindan e lesanv Inoxtag, bez en deus 4,9 milion a goumananterien war Instagram, 5,5 milion war TikTok, 1,3 milion war Twitch hag 3,4 milion war X. En holl gant YouTube, bez en deus 25 milion a goumananterien.

Machoouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Gwengolo 2021 war Twitch en deus graet Inoxtag diskleriadennoù revelour e-tal 453 000 den[1]. Hervez Le Monde, eo levezonet Inoxtag gant stereotipoù ar gourevelezh[4].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E 2019: MILI MILI
  • E 2020: Funkinox (feat. Kazzey)
  • E 2021: Barillo (feat. Vertugo, Manny & Zack) ; war e chadenn eil renk
  • E 2021 : Pas b'soin d'toi (feat. La Sirène)
  • E 2022: J'la connais, j'parle pas japonais ; war e chadenn eil renk
  • E 2022 : Dans la zone

Kenlabourerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E 2020: Michou, feat. Inoxtag - Rockstar (diwar an albom Ma Life eus Michou)
  • E 2020 : Babakam, feat. Michou, Inoxtag ha Kodor - Ma commu
  • E 2021: LeBouseuh, feat. Inoxtag ha Felckin - Pince

Filmoù-berr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War e chadenn YouTube[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E 2021 : CUBE de Basile M

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]