Mont d’an endalc’had

Squeezie

Eus Wikipedia
Squeezie
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv ganedigezhLucas Adrien Hauchard Kemmañ
Anv-bihanLucas Kemmañ
Anv-familhHauchard Kemmañ
LesanvSqueezie Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Gen 1996 Kemmañ
Lec'h ganedigezhVitry-sur-Seine Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Bet war ar studi eDescartes Lycée Kemmañ
Deroù ar prantad labour2011 Kemmañ
Perzhiad e2022 GP Explorer, 2023 GP Explorer Kemmañ
Oberenn heverkOxyz Kemmañ

Lucas Hauchard, lesanvet Squeezie, ganet d’ar 27 a viz Genver 1996 e Vitry-sur-Seine (Val-de-Marne) a zo un animatour dudi hag embreger. Hiziv e vez heuliet gant 41,9 milion[1] a goumananterien en holl war e rouedadoù sokial.

Krouet en doa e rouedad Youtube kentañ e 2008 met e 2011 e oa bet krouet e rouedad a vremañ gant al lesanv Squeezie. Krog eo da vezañ anavezet dre ober videoioù gaming ; goude se, evit dedennañ muioc’h a dud e oa krog d’ober videoioù liesseurt. E 2013 en doa krouet ur rouedad, e kenlabour gant Cyprien, unan eus ar youtuberien vrudetañ anavezet er mare-se, hag e voe evit Squeezie ul leurenn-lañs evit dont da vezañ anavezet kenañ.

Er-maez eus e rouedadoù sokial e kemer perzh e meur a raktres all evel Yoko, ur merk dilhad, pe Gentle Mates, un embregerezh e-sport.

Bugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Squeezie a oa krog d’ober videoioù rak plijet kenañ e oa gant ar c’hoarioù video. E-barzh e familh ne veze ket gwelet mat ober videoioù avat, ha c’hoant o doa e dud e tremenfe ar skol da gentañ, met skoazellet o deus anezhañ memes tra.

Youtube[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa grouas e chadenn YouTube e 2011 e stagas gant un avantur vras war internet. Dre m'eo deuet da vezañ brudetoc’h-brudetañ en deus krouet, asambles gant Cyprien ur chadenn anvet Bigorneaux et Coquillage (Cypriengaming).

Abaoe 2015 eo Squeezie unan eus ar youtuberien c’hallek brudetañ. Pa vez degemeret e-barzh Webedia, un ajañs mediaoù en linenn, eo un darvoud bras evitañ peogwir eo tigor budjedoù bras d'e videoioù.

E 2019 eo bet kuitaet Webedia gantañ hag ur bazenn vras eo e-barzh e vuhez youtuber rak da-heul, o vezañ m’eo brudet kenañ, e c’hell kaout arc’hant a-walc’h, ha posupl eo dezhañ e-unan kavout kevelerezhioù bras, evit sevel videoioù gant budjedoù bras e-unan[2].

Muioc’h eget ur youtuber[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 2021 e krog Squeezie d’ober ur bern raktresoù bras kenañ hag e tiskouez neuze ivez penaos ez eus bet un emdroadur bras kenañ evit ar youtuberien hag a grog d’ober raktresoù a live gant an abadennoù skinwel.

Raktresoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

GP Explorer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da gentañ eo ur glaoustre lañset e-pad ar Zevent 2020[3]. E 2022 e ped Squeezie 11 daouad eus an internet gall da redek gant F4 war redva ar Mañs. Un eil abadenn a zo bet graet e 2023[4].

Yoko[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merk dilhad squeezie

Yoko a oa embregerezh dilhad Squeezie, krouet e 2019, awenet gant an arzourez eus bro Japan Yoko Ono. Krouet e oa bet meur a seurt dilhad met dreist-holl rochedoù ha T-shirtoù. Serret eo bet an embregerezh e 2024.

Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 2017 ez eus bet embannet gant Squeezie 16 single hag un albom deuet er-maez e 2020.

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet en deus Squeezie ul levr e 2017 e kenlabour gant Maxenss. Hag embannet en deus div BD e 2022 hag e 2023.

Gentles Mates[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gentle Mates a zo ur c’hleub E-sport krouet gant Squeezie ha Gotaga e 2022 ; Valorant eo e c'hoari video pennañ[5].

Streaming[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a ra Squeezie war Twitch e 2017 gant Webedia en ur ober un nebeud abadennoù aozet evel er skinwel. Met goude se e krou e chadenn Twitch dezhañ e-unan hag e teu buan da gaout brud vras. E 2023 neuze e voe tizhet gantañ taol-dreist an niver brasañ a arvesterien war-un-dro e Bro-C’hall evit un abadenn live gant eil abadenn ar GP Explorer (1,3 milion)[6].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]