Star Trek (heuliadenn orin)

Eus Wikipedia

Star Trek (heuliadenn orin) - pe Star Trek Klasel - zo ur stirad skinwel skiant-faltazi eus Stadoù Unanet, krouet gant Gene Rodenberry. 79 fennad zo bet skignet etre an 8 a viz Gwengolo 1966 hag an 2 a viz Gwengolo 1969, war ar chadenn NBC.

Avañturioù an egorlestr Enterprise - d'ar c'hKevread ar Planedennoù Unanet – en un XXIIIe kantved utopia, zo diskrivet gant an heuliadenn-mañ.

James T. Kirk (William Shatner) eo kabiten al lestr, sikouret gant an ofiser kentañ Spock (Leonard Nimoy) – un ezdouarad eus planedenn Vulkan – ha medisin Leonard McCoy (DeForest Kelley).

Pal ar skipailh zo lavaret gant William Shatner e penn bep degouezh :

Egor, an harz diwezhañ. Setu aze beajoù an egorlestr Enterprise. Ur c’hefridi pemp bloavezh zo dezhañ : ergerzhet bedoù nevez iskis, klask traoù bev ha sevenadurioù nevez, ha mont hardizh da lec’hioù ma n’eus bet den ebet a-raok.[1]

Paouezet ez eus bet gant an heuliadenn goude 3 bloavezh, peogwir ne rae ket trawalc’h a verzh. Koulskoude, goude bezañ bet adskignet war chadennoù rannvroel, eo bet brudetoc’h-brudetañ an heuliadenn, ken ma zo bet krouet meur a film hag heuliadenn all diwar ar Star Trek orin.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]