Paramount Pictures
Paramount Pictures Corporation (anavezet dre an anv Paramount Pictures pe simploc'h Paramount, e anv gwirion o vezañ Famous Players-Lasky Corporation) zo ur studio sinema, un embregerezh produiñ skinwel hag un embanner filmoù. Bet eo lakaet da dalvezout evel unan eus ar Big Six, ar c'hwec'h studio filmoù brasañ en Hollywood. Bet eo un isrann eus an embregerezh meur kleweled Amerikan Viacom.
Paramount Pictures zo anavezet evit tri eus e filmoù hag o deus tizhet 1 milmilion a zollaroù rastellet digant an arvesterien :
- Titanic (1997) : $2 vilmilion)
- Transformers: Dark of the Moon (2011) : $1 123 794 079)
- Transformers: Age of Extinction (2014) : $1 065 153 989)