Universal Pictures

Eus Wikipedia
Logo an Universal Studios

Universal Pictures ( raloc'h Universal Studios pe simploc'h Universal) zo ur studio filmoù stadunanat perc'hennet gant Comcast dre ur skourr eus an NBCUniversal. An embregerezh a voe savet e 1912 gant Carl Laemmle, Mark Dintenfass, Charles O. Baumann, Adam Kessel, Pat Powers, William Swanson, David Horsley, Robert H. Cochrane ha Jules Brulatour. Bez eo ar studio sevel filmoù koshañ e Stadoù-Unanet Amerika, ar pevare koshañ er bed goude Gaumont, Pathé ha Nordisk Film.