Alien (film)

Alien zo ur film skiant-faltazi ha spont savet e 1979 dindan renerezh Ridley Scott, diwar un istor skrivet gant Dan O'Bannon ha Ronald Shusett.
Anv zo e titl ar film eus an dudenn bennañ, ur bedallad tagus-kenañ, a c'hourdrouz pare an egorlestr Nostromo goude dinodiñ diouzh korf unan eus an astraerien. E-touez ar seizh ezel eus pare al lestr, emañ Sigourney Weaver a c'hoari Ellen Ripley, Tom Skerritt a c'hoari ar c'habiten Dallas ha Ian Holm a c'hoari an ofiser skiantour. Deuet e oa ar film-mañ er-maez d’an 12 a viz Gwengolo 1979.
Ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Danevell a ra istor 7 den hag ur c'hazh e-barzh un egorlestr kenwerzh o vont en-dro d'an Douar karget gant ur bern kailh houarn. Degouezhet hanter hent e resevont ur gemennadenn gevrinus deuet eus ur blanedenn dianav dezhe. Erruout a reont war ur ezplanedenn didud ha goude bezañ douaret eo tizoloont ul lestr divent a zeu eus ur bed all. An treizhad nemetañ, al levier, a hañval bezañ bet lazhet e degouezhioù iskis. Ergerzhout a reont strad al lestr hag unan eus izili ar pare a gav un doare kev leun a vioù. Kane, penn bras al lestr a glask sellet a-dost ouzh unan hag a zo taget gant ur seurt loen iskis na anavezont ket, dezhi neuz ur gevnidenn. Ret eo degas anezhañ d'al lestr, fatet, peget al loen ouzh e zremm. Medisin ar skipailh a denn al loen iskis a oa lammet ouzh dremm Kane goude un nebeud eurvezhioù. Seblantout a ra bezañ deut e-barzh. A-daol trumm e teu ul loen er-maez eus he c’hof a-greiz ur pred goude gliziennoù skrijus. Mont a ra ar c'hrouadur kuit e-barzh al lestr hep na vefe amzer da skipailh an egorlestr da vont war e lerc’h... Hemañ a lazho hogos holl izili al lestr.
Titouroù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1,5 milion a dud a zo bet e welet ar film-se. En holl ez eus bet savet 4 film. Da gentañ Alien (an istor a zo amañ-a-us), ha war-lerc’h Aliens, an distro (James Cameron, 1986), Alien 3 (David Fincher, 1992) hag Alien: Resurrection (Jean-Pierre Jeunet, 1997).
- H.R Giger en deus krouet e-unan penn neuz an Alien evit film Ridley Scott.
- Ul levr a zo bet skrivet gant Alan Dean Foster.
Aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Sigourney Weaver : Al letanant Ellen L. Ripley
- Tom Skerritt : Ar c'habiten A.J. Dallas
- Veronica Cartwright : J.M. Lambert
- Harry Dean Stanton : S.E. Brett
- John Hurt : G.W. Kane
- Ian Holm : An ofiser Ash
- Yaphet Kotto : J.T. Parker
- Bolaji Badejo : an Alien
- Helen Horton : mouezh Mamm (urzhiataer al lestr 'Nostromo')