Buhez arallved
Ar vuhez bedallat zo ur seurt buhez diwanet e diavaez an Douar, en ur bed all. E vezañs n'eo nemet ur vartezeadenn o vezañ ma n'eus prouenn ebet eus ur vuhez bedallat a vije bet degemeret gant kumuniezh ar skiantourien.
Krediñ a ra ar pep brasañ eus ar skiantourien, ma'z eus buhez e diavaez an Douar, ez eo diwanet en ur feson distag, e lec'hioù disheñvel eus an hollved. Hervez ur vartezeadenn all (panspermia) e c'hallfe ar vuhez bezañ diwanet en ul lec'h ha goude se bezañ en em strewet eus an eil ezplanedenn d'eben. An eil martezeadenn ne'z a ket a-enep egile. Studi ar vuhez bedallat zo anvet astrobevoniezh. Ar vuhez bedallat a c'hallfe c'hoarvezout eus boudoù speredek evel eus bakteri.
E-touesk al lec'hioù a c'hallfe ar vuhez bezañ diorroet enne emañ Meurzh, loarennoù Yaou ha Sadorn (Da skouer Europa[1] ha Titan), ha n'eus ket pell Gliese 581 c, zo an ezplanedenn anavezet nemeti zo e takad annezus e steredenn hag he dije dour er stad liñvel war he gorre, evit ar mare[2].