Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

| Deiziad krouiñ | 30 Kzu 1922 |
|---|---|
| Anv e yezh-vamm an den | Союз Советских Социалистических Республик |
| Anv ofisiel | Союз Советских Социалистических Республик |
| Anv er yezh orin | Союз Советских Социалистических Республик |
| Anv berr | СССР |
| Relijion pe kredenn | secular state |
| Perzhiad e | War of Attrition, Talbenn ar Reter, Brezel ar Meurvor Habask, Intermediate-Range Nuclear Forces Treaty |
| Oberennoù zo en dastumad | Bundeswehr Museum of German Defense Technology |
| Anvet diwar | soviet, sokialouriezh, Republik |
| Diazezer | RSKS Rusia, Republik Soviedel Ukraina, RSS Bielorusia, RSKS Treuzkaokazek |
| Yezh ofisiel | rusianeg, ukraineg, belaruseg |
| Kan broadel | State Anthem of the Soviet Union |
| Ger-stur | Workers of the world, unite! |
| Kevandir | Europa, Azia |
| Stad | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
| Kêr-benn | Moskov |
| Daveennoù douaroniel | 65°0′0″N 90°0′0″E |
| Renad politikel | republik soviedel, parliamentary republic, one-party state, Stad kevreadel, Diktatouriezh ar broleteriezh |
| Office held by head of state | Chairman of the Central Executive Committee of the Congress of Soviets, list of heads of state of the Soviet Union, Chairman of the Supreme Soviet of the USSR, President of the Soviet Union |
| Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Chairman of the Council of People's Commissars, Chairman of the Council of Ministers of the USSR, Premier Minister of the USSR |
| Korf lezenniñ | Congress of Soviets of the Soviet Union, Supreme Soviet of the Soviet Union |
| Devezh-gouel | October Revolution Day |
| Ideologiezh politikel | Komunouriezh, Socialism in One Country, state capitalism, Marksouriezh-leninouriezh |
| Moneiz | Soviet ruble |
| Foundational text | Treaty on the Creation of the Union of Soviet Socialist Republics, 1924 Soviet Constitution, Declaration of the Creation of the Union of Soviet Socialist Republics |
| Diazezet war | Impalaeriezh Rusia |
| Raklec'hiet gant | RSKS Rusia, Republik Soviedel Ukraina, RSS Bielorusia, RSKS Treuzkaokazek, Eil Republik Polonia |
| Heuliet gant | Post-Soviet states, Kenglad ar Stadoù Dizalc'h |
| Erlec'hiañ a ra | Republik Sokialour Kevreadel Soviedel Rusia, Interwar Latvia |
| Yezh implijet | rusianeg |
| Studiet gant | Soviet studies |
| Deiziad divodañ | 26 Kzu 1991 |
| Domani internet | .su |
| Testenn ar pennreolennoù | Constitution of the Soviet Union, Belovezh Accords, Declaration of the USSR Council of the Republics regarding the establishment of the Commonwealth of Independent States |
| Banniel (deskrivadur) | Banniel Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel |
| Ardamezioù | emblem of the Soviet Union |
| Douaroniezh an danvez | geography of the Soviet Union |
| Istor | history of the Soviet Union |
| Relijion ofisiel | dizoueegezh Stad, dizoueegezh, secular state |
| most populous urban area | Moskov |
| Ekonomiezh an danvez | economy of the Soviet Union |
| Poblañsouriezh an danvez | demographics of the Soviet Union |
| Trunk prefix | 8 |
| Tikedenn Stack Exchange | https://history.stackexchange.com/tags/soviet-union |

Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (ruseg : Союз Советских Социалистических Республик Soyouz Sovetskic'h Sotsialistitcheskic'h Respublik), ent-berr an Unaniezh Soviedel, anavezet ivez gant an teskanv URSS (СССР SSSR e ruseg), krouet e 1922, a oa ur riez hag a zo aet da get e 1991. En em astenn a rae eus ar Mor Baltel d'ar Mor Du ha betek ar Meurvor Habask. Lodenn Norzh Eurazia e oa he ziriad, hini Impalaeriezh Rusia, war-bouez Polonia ha Finland, da lavaret eo tost da 15 % eus douaroù ar bed. Riez vrasañ ar bed e oa dre he gorread, hag a-bell.
En amzer ma oa staliet an URSS e oa bet enteuziet pe zispartiet diouti un nebeud riezoù ha tiriadoù. Koulskoude, ma oa 15 republik enni en diwezh, e oa Republik Sokialour Kevreadour Soviedel Rusia an hini vrasañ, divent he gorread hag he foblañs. E-keñver an darempredoù diplomatel ez eo Stad Rusia warlerc'hiadez an URSS.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Ur brezegenn gant Lenin.
-
Lenin, Sverdlov hag Avanesov e 1918.
-
An naonegezh a lazhas tremen ur milion a dud e 1921-1922.
Disoc'h pennañ an Dispac'h rusian, c'hoarvezet e 1917 pa voe skarzhet an Tsar Nikolaz II diwar e dron, e voe krouidigezh an URSS.
Goude trec'h an Dispac'h ec'h embannas Lenin, penn ar strollad bolchevik, e vefe renet ar vro gant pennaennoù ar gomunouriezh ha bev e chomas ar bennaenn-se betek an diwezh.
Un aozadur politikel hepken a voe aotreet adalek 1923, Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel (SKUS) ha daou urzhaz a rene ar riez : hini ar SKUS ha hini ar pennoù politikel dilennet, met lec'hiet dindan kazel-gê ar Strollad.
-
Soudarded alaman o vont d'en em rentañ d'ar Soviediz e miz Kerzu 1941 e-pad Emgann Moskov.
-
Soudarded soviedat e-kerzh Emgann Stalingrad d'an 2 a viz C'hwevrer 1943 pa voent trec'h war ar Wehrmacht.
-
Leningradiz e-kerzh ar Seziz.
-
Mindraouilhourion soviedat e-doug Emgann Koursk.
-
Banniel an Trec'h skourret ouzh ar Reichstag gant soudarded soviedat d'an 2 a viz Mae 1945.
Goude an Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
An egorlestr Vostok.
Diskar an Unaniezh Soviedel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 1980 e oa krog an Unaniezh Soviedel da vont war e gement all. Klask a reas sekretour meur diwezhañ an URSS, Mic'hail Gorbatchev, terriñ an diskar-mañ dre bolitikerezh ar Perestroika (Перестройка, « Adsavadur », « Adframmadur ») hag ar Glasnost (Гласность, « Foranded » ar breudoù) adalek 1985. A-benn ar fin e voe diflosket an unvaniezh soviedel e 1991, ha roet he flas da Kenglad ar Stadoù Dizalc'h.
War div dachenn e c'haller kavout abegoù freuzadur an URSS :
- tachenn an armerzh, a yae gwashoc'h-gwashañ pa greske an dispignoù milourel dindan kevezerezh Stadoù-Unanet Amerika ;
- tachenn ar politikerezh, pa boueze an nerzhioù demokratel ha pa c'houlenne ar republikoù trobarzhel muioc'h-muiañ a emrenerezh.
Dre ma oa kreizennour ha burevourel, ne oa ket gouest ar renad da herzel ouzh kement a rendaeloù e pep lec'h.
Ar Republikoù soviedel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Republikoù an Unaniezh Soviedel | |
| RSS Armenia • RSS Azerbaidjan • RSS Bielorusia • RSS Estonia • RSS Jorjia • RSS Kazac'hia • RSS Kirgizia • RSS Latvia • RSS Lituania • RSS Moldavia • RSS Ouzbekistan • RSKS Rusia • RSS Tadjikistan • RSS Turkmenistan • RSS Ukraina
Republikoù berrbad : RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936) | |