Banniel Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel
Banniel Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel e oa banniel ofisiel Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel. Diazezet e oa war arouezelezh ar gomunouriezh :
- al liv ruz, arouez ar gwad skuilhet gant difennerien Dispac'h Rusia 1917 ;
- ar falz hag ar morzhol, arouezioù al labourerien-douar hag ar greanterezh ;
- ar steredenn ruz, arouez ar gomunouriezh, hag ivez ar strollad komunour karget da ren ar reveulzi gomunour.
Pep Republik eus an Unaniezh Soviedel he devoe he banniel, diazezet pep hini war hini an URSS.
Istor ha bannieloù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tresadennoù disheñvel a zo bet a-hed ar bloavezhioù. Adalek 1980 e voe flammoc'h al liv ruz
1923-1955
Banniel an Arme Ruz
Banniel ar Morlu Soviedel