Mont d’an endalc’had

Morlu Soviedel

Eus Wikipedia
Morlu Soviedel
Morlu
Rann eusSoviet Armed Forces, United Armed Forces of the Commonwealth of Independent States Kemmañ
Deiziad krouiñ1918 Kemmañ
Anv berrВМФ СРСР Kemmañ
StadUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Russian Socialist Federative Soviet Republic, Kenglad ar Stadoù Dizalc'h Kemmañ
Sez sokialMoskov Kemmañ
Deiziad divodadur1991 Kemmañ
Item operatedSoviet Navy fleet Kemmañ
Commanded bySergey Gorshkov Kemmañ
Roll elfennoùlist of ships of the Soviet Navy Kemmañ
Banniel ar Morlu Soviedel (1950–1991)

Ar Morlu Soviedel (rusianeg: Военно-морской флот СССР (ВМФ), romanekadur: Voyenno-morskoy flot SSSR (VMF), 'Flodad Morlu Milourel an URSS') a oa skourr morlu nerzhioù lu an URSS. Lesanvet ivez ar Flodad Ruz, ar Morlu Soviedel a oa unan eus diazezoù strategezieh an URSS evit talañ, ma vefe brezel, ouzh nerzhioù Stadoù-Unanet Amerika, nerzhioù an NATO (North Atlantic Treaty Organization), pe ma vefe ur stourm all liammet ouzh Pakt Varsovia e Reter Europa. Levezon ar Flodad Soviedel a oa bet bras e-pad ar Brezel Yen (1945-1991), dre ma oa liammet an darn vrasañ eus stourmoù ar mare-se ouzh ar morluoù.

Ar Morlu Soviedel a oa rannet e pevar flodad diazez: Flodad an Norzh, Flodad ar Meurvor Habask, Flodad ar Mor Baltel, Flodad ar Mor Du. Bazenn Morlu Leningrad a oa dizalc'h diouzh an aozadur-se. Flodad Mor Kaspia a oa ur flodad bihan o tiwall arvorioù Mor Kaspia. Bez e oa ivez er morlu soviedel skourroù evel an Nijlu Morlu, an droadegeiezh Morlu, ha kanolierezh arvorel.

Ur wech roet lamm d'an Unvaniezh Soviedel e 1991, Rusia a zalc'has darn eus aozadur ha dafar ar Morlu Soviedel hag a voe adstummet e Morlu Rusia, gant lodennoù o vont d'ober morluioù ar stadoù nevez-savet.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]