Mont d’an endalc’had

Talbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)

Eus Wikipedia
Talbenn ar Reter
theater of war, brezel
Rann eusTalbenn ar Reter, Russo-German wars Kemmañ
Anvet diwarkampagn Rusia Kemmañ
StadUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Deiziad25 Mae 1945 Kemmañ
Deiziad kregiñ22 Mez 1941 Kemmañ
Deiziad echuiñ7 Mae 1945, 21 Gen 1955 Kemmañ
Abeg pennañTrede Reich, Oberiadur-brezel Barbarossa, gouennelouriezh, Lebensraum Kemmañ
Dezverket dreRear area of the army Kemmañ
BukennSoviet occupation zone of Germany Kemmañ
Talbenn ar Reter
Tamm eus Eil Brezel-bed

A-gleiz da zehoù: Soviet Il-2 karr-nij tagañ war-zu
an douar en oabl Berlin;

Tankoù alaman Tigr I e-pad Emgann Koursk;
Kirri-nij brezel Alaman Stuka war Talbenn ar Reter, goañv 1943–1944;
Lazhadeg yuzevien gant soudarded nazi an Einsatzgruppen en Ukraina;
Wilhelm Keitel o sinañ Akta kodianañ an Trede Reich;

Soudarded soviedat e-pad Emgann Stalingrad.
Maread 22 a viz Even 1941 - 9 a viz Mae 1945

(3 bloaz, 10 miz, 2 sizhun ha 3 devezh)

Lec'h Europa ar Reter
Europa an Norzh
Europa Kreiz
Balkanioù
Disoc'h Kollet gant Trede Reich, fin ar renad,

marv Adolf Hitler. Trec'h koustus an URSS.

Emgannerien
An Ahel:
Trede Reich
Roumania betek 1944
Italia betek 1943
Hungaria
Slovakia
Finland betek 1944
Bulgaria betek 1944
URSS
Polonia
Pennoù-brezel
Adolf Hitler
Walther von Brauchitsch
Franz Halder
Fedor von Bock
Wilhelm Ritter von Leeb
Gerd von Rundstedt
Gustaf Mannerheim
Jozef Stalin
Georgy Zhukov
Aleksandr Vasilyevskiy
Semyon Budyonny
Kliment Voroshilov
Semyon Timoshenko
Markian Popov
Fyodor Kuznetsov
Dmitry Pavlov
Ivan Tyulenev
Mikhail Kirponos
Niver a emgannerien
3,8 million soudard

3350 tank
2770 karr-nij

7200 pezh-kanol
2,6–2,9 million soudard

11 000 tank

7133-9100 karrn-nij brezel
Kolloù
5 078 000 marvet

637 000 den prizoniet marvet

4 264 497–4 530 818 prizoniet
8 719 000 – 10 000 000 den marvet en emgannioù

4 139 000–5 780 000 prizoniet

2 250 000–3 300 000 prizoniet marvet

Talbenn ar Reter a reer eus ul lodenn eus an Eil Brezel-bed, etre nerzhioù an Ahel harpet gant Finland a-enep an URSS, harpet gant Polonia ha kevredidi all e Norzh, Su, Kreiz ha Reter Europa etre an 22 a viz Even 1941 hag an 9 a viz Mae 1945.

Meur a anv a zo bet roet d'al lodenn-se eus an Eil Brezel-bed, Brezel meur brogarour e tu an URSS ha Rusia a-vremañ (Rusianeg: Великая Отечественная Война, Velikaya Otechestvennaya Voyna) ; e tu Alamagn e vez graet anezhi "Talbenn ar Reter" (Alamaneg: die Ostfront), Kampagn ar Reter (der Ostfeldzug) pe Kampagn Rusia (der Rußlandfeldzug); gant tuioù all engouestlet er breze, c'hoazh, e reer anv eus ar Brezel Alaman-Soviedel.

An emgannoù war Talbenn ar Reter a oa bet ar re vrasañ en istor Mab-Den. Bez e oant bet emgannoù feuls, feulsoc'h evit an holl re all betek neuze, distrujoù spontus, deportadurioù ramzel, kolloù buhez uhel spontus dre an emgannoù, an naonegezh, kleñvedoù ha lazhadegoù.

The Eastern Front, as the site of nearly all extermination camps, death marches, ghettos, and the majority of pogroms, was central to the Holocaust. Talbenn ar Reter, dre ma oa bet al lec'h ma voe an darn vrasañ eus ar c'hampoù diouennañ, baleadennoù ar marv, ghettoioù, darn eus ar pogromoù, a oa un dachenn e-kreiz an Holokost. Diwar un hollad a 70 milion a dud marvet e-pad an Eil Brezel-bed, e-tro 30 milion anezho, kalz anezho trevourien, a oa bet lazhet war dachenn Talbenn ar Reter.

Talbenn ar Reter a oa bet an dachenn devoudus evit al lodenn eus ar brezel a c'hoarvezas en Europa ; evit darn eus an istorourien e voe an abeg pennañ da faezhidigezh an Trede Reich. Diskoulm ar stourm war Talbenn ar Reter a voe fin an Trede Reich, rannadur Alamagn e daou damm e-pad tost un hanter kantved ha kresk galloud an URSS evel nerzh bedel milourel ha greantel.

An daou enebour pennañ war an dachenn e oa bet an Alamagn Nazi hag Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, pep hini anezho a oa harpet gant kevredidi a youl-vat pe rediet. Ar Rouantelezh-Unanet hag ar Stadoù-Unanet ne oant ket bet engouestlet en emgannoù met harpet o devoa tu an URSS dre pourvezadurioù milourel ha trevour. Lend-Lease a voe graet eus an harp dafarel-se. An oberiadurioù brezel German-Finland dre an harzoù norzh ha reter Finland-URSS hag er rannvro Mourmansk a vez lakaet da dalvezout evel ul lodenn d'ar brezel war Talbenn ar Reter. Ouzhpenn-se Brezel kendalc'hus Soviet–Finland a vez lakaet, met raloc'h, da vezañ ul lodenn en norzh d'an hollad Talbenn ar Reter.

23 a viz Eost 1939 e Moskva, Jozef Stalin ha Ribbentrop o sinañ an emglev nann-argadiñ Nazi–Soviet.

Daoust dezho bezañ enebet e-keñver ideologiezh, Alamagn an Trede Reich hag an Unvaniezh Soviedel a oa displijet bras gant disoc'h ar C'hentañ Brezel-bed en o c'heñver. An Unvaniezh Soviedel he devoa kollet douaroù e-leizh e Reter Europa goude sinadur Emglev Brest-Litovsk, rediet e oa bet Rusia da vont gant hent goulennoù Alamagn. Kollet e oa bet Polonia, Lituania, Estonia, Latvia ha Finland ganti ha roet an tiriadoù-se da nerzhioù kreiz Europa. Pa voe kollet ar brezel gant Alamagn, an douaroù-se a voe tennet hervez pennaennoù Kendalc'h Peoc'h Pariz 1919. Rusia a oa tapet gant ar brezel-diabarzh hag ar Gevredidi n'o devoa ket anzavet ar Gouarnamant Bolchevik, setu penaos ne oa ket bet eus ur c'hannad evit Rusia.

An Emglev Molotov-Ribbentrop a oa bet sinet e miz Eost 1939. Ur feur-emglev nann-argad e oa etre Alamagn an Trede Reich hag an Unvaniezh Soviedel. Ul lodenn guzh a oa hag embannet e oa ar pal da adsevel Kreiz Europa evel ma oa a-raok ar C'hentañ Brezel-bed o rannañ an dachenn etre Alamagn, URSS. Finland, Estonia, Latvia ha Lituania a oa da zistreiñ dindan beli an Unvaniezh Soviedel, Polonia ha Roumania a oa da vezañ rannet etre an daou c'halloud.

Ar bed a zo badaouet, dreist-holl e-touez ar gomunourien. Adolf Hitler en devoa disklêriet d'an 11 a viz Eost 1939 da Carl Jacob Burckhardt, kannad Kevredigezh ar Broadoù : " An holl draoù a rin adalek bremañ a vo a-enep ar Rusianed. Ma 'z eo re zroch ha dall ar C'hornôg evit kompren-se, neuze e vin rediet da gemer un emglev gant ar Rusianed, da drec'hiñ ar C'hornôg ha goude faezhañ anezho e troin a-enep an Unvaniezh Soviedel gant ma holl nerzhioù. Ezhomm em eus eus Ukraina evit ma ne c'hallfent ket marnaoniñ ac'hanomp evel ma oa bet e-pad ar brezel diwezhañ.".

An daou c'halloud a aloubas hag a rannas Polonia e 1939. Goude ma voe bet nac'het gant Finland sevel a-du gant goulennoù an Unvaniezh Soviedel, an URSS a dagas ar vro-se d'an 30 a viz Du 1939, ar pezh a voe anvet Brezel ar Goañv – ur stourm gwadus ha garv– a echuas gant un Arsav-brezel d'an 13 a viz Meurzh 1940, gant Finland o chom dishual memes m'he devoa kollet douaroù er reter, e Karelia.

E miz Even 1940 an Unaniezh Soviedel a aloube an tri Stad Baltek (Estonia, Latvia ha Lituania) a oa bet tiriadoù an Impaleriezh rusian, trec'h e oa bet Dispac'h miz Here enne. An obererezh-se a save a-enep Skrid-emglevioù an Hague 1899 ha 1907 kement hag a-enep un toullad emglevioù etrebroadel pe ar re sinet etre an URSS hag ar vroioù baltek. Darn broioù ar C'hornôg a chomas hep degemer an aloubadeg-se.

Diazezoù ideologel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tu alaman

En e levr Mein Kampf (1925), Adolf Hitler en devoa embannet ar rediñ evit an Alamanted da gaout Lebensraum ("douaroù bevañs"): tiriadoù nevez evit an Alamanted e reter Europa, dreist-holl war goust Rusia[1]. Soñjet en devoa trevadenniñ douaroù ar reter gant Alamanted. Hervez an ideologiezh nazi, an dud a ouenn german a oa un "dreistouenn" gant an holl gwirioù war ar ouennoù all. Trevadenniñ ar reter a talveze neuze lazhadegañ ha deportiñ darn an annezidi slav da Siberia hag implij ar re all evel sklaved.

Nerzhioù engouestlet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Keñveriadenn an nerzhioù stourm, Talbenn ar Reter, 1941-1945[2].
Deiziad Nerzhioù an Ahel Nerzhioù Soviedel
Even 1941 3 050 000 Alaman, 67 000 (norzh Norvegia); 500 000 Finlandiz, 150 000 Roumania, 62 000 Italia Faskour
Hollad: 3 829 000 (80% eus al lu Alaman a zo er reter)
2 680 000 (Distrig milourel kornôgel), 5 500 000 (en holl), 12 000 000 (engalvus)
Even 1942 2 600 000 Alaman, 90 000 (norzh Norvegia); 430 000 Finlandiz, 600 000 Roumania, Hungariz, Italianed
Hollad: 3 720 000 (80% eus al lu Alaman a zo er reter)
5 313 000 (talbenn); 383 000 (ospital)
Hollad: 9 350 000
Gouhere 1943 3 403 000 Alaman, 80 000 (norzh Norvegia); 400 000 Finlandiz, 150 000 Roumania hag Hungaria
Hollad: 3 933 000 (63% eus al lu Alaman a zo er reter)
6 724 000 (talbenn); 446 445 (ospital);
Hollad: 10 300 000
Even 1944 2 460 000 Alaman, 60 000 (norzh Norvegia); 300 000 Finlandiz, 550 000 Roumania hag Hungaria
Hollad: 3 370 000 (62% eus al lu Alaman a zo er reter)
6 425 000
Genver 1945 2 230 000 Alaman, 100 000 Hungariz
Hollad: 2 330 000 (60% eus al lu Alaman a zo er reter)
6 532 000 (360 000 Poloniz, Roumania, Bulgariz, ha Tchekiz.)
Ebrel 1945 1 960 000 6 410 000 (450 000 Poloniz, Roumania, Bulgariz, ha Tchekiz.
22 a viz Even 1941 troadegiezh an Trede Reich o tremen an harzoù gant an URSS

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "We National Socialists consciously draw a line under the direction of our foreign policy war. We begin where we ended six centuries ago. We stop the perpetual Germanic march towards the south and west of Europe, and have the view on the country in the east. We finally put the colonial and commercial policy of the pre-war and go over to the territorial policy of the future. But if we speak today in Europe of new land, we can primarily only to Russia and the border states subjects him think." Charles Long, 1965: The term 'habitat' in Hitler's 'Mein Kampf'
  2. (2015) When Titans Clashed: How the Red Army Stopped Hitler, second, Modern War Studies, University Press of Kansas. 301–303 p. ISBN 978-0-7006-2121-7.