Junkers Ju 87

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Junkers Ju 87
Junkers Ju 87
Junkers Ju 87
Deskrivadur
Kefridioù Bombezer
Farder Junkers Flugzeug
und Motorenwerke AG
Alamagn Alamagn
Ergrafer Ernst Zindel
Implijer kentañ Luftwaffe
Skouerennoù 6 500
Tresoù (kentel ar Ju 87)
Tres ur Junkers Ju 87B-2 Stuka
Talbenn ar Reter karr-nij Hans Ulrich Rudel ur Junkers Ju 87 G prest d'ar stourm

Ar Junkers Ju 87 berraet e Ju 87 ha lesanvet Stuka, er servij etre 1937 betek 1945, a zo ar c'harr-nij bombezadeg dre a-us anavezetañ (alamaneg: « Sturzkampfflugzeug », pe « Stuka » berraet) eus al Luftwaffe, implijet e voe dreist-holl e-pad an Eil Brezel-bed. Ar ger « Stuka » en alamaneg a talvez evit an holl karbedoù bombezadeg dre a-us. Koulskoude dre implij ar Ju 87 e-pad an Eil Brezel-bed hag ar brud eus ar c'harr-nij e chomo an anv stag eus outañ.

Doare tagañ ur Ju87

Tro 6 500 Ju 87 a voe produet gant an embregerezh kirri-nij Junkers (ar bombarder dre a-us ar muiañ produet a voe ar Curtiss SB2C Helldiver amerikan gant 7 140 skouerenn).

Krouidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hentañ karbed arnod eus ar Ju 87 a nijo e 1935. savet e oa gant houarn nemetken, bez e oa dija un askell e-stumm un W. Kaset war-raok gant ur motor Rolls-Royce Kestrel a 640 jaou, distabil da vat e oa ha ken diaes da chom mestr warnañ, distrujet e voe e-pad an taolioù-arnod.

An eil karbed arnod, marilhet D-UHUH, a gemeras perzh e kenstrivadeg ar bombarderioù dre a-us e Meurzh 1936.

C'hwitellerez-tro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hirrin-nij Ju-87 a oa dafaret gant c'hwitellerezioù-tro lakaet ouzh an troad douarañ, lesanvet e oant "trompilh Jeriko". Ur rod-viñs a oa hag a fiñve hervez an avel krouet gant fiñvoù ar c'harr-nij. Ar pal a oa da grouiñ ur son skiltr pa spluje ar c'harr-nij evit tagañ.

Ar son skiltr-se kendeuzet buan gant ur bombezadeg spluj a oa ar pal da lakaat da sevel ur barrad aon d'an drevourien ha da saozaniñ ar soudarded a-raok ma grogfe ar bombezadeg.

Ur Junkers Ju-87 Stuka aet d'an traoñ. An tu a zo da welet ar C'hwitellerezioù war an treid douarañ

A-wechoù ez eus bet laret e veze implijet a-benn gouzout, evit ar blenier karr-nij, peseurt tizh a oa gant e garbed en ur selaou ouzh an trouz met hep tennañ e zaooulagad diouzh an enebourien.

Lod tud a embann ez eo ur vojenn ar c'hwitellerezed-tro war ar Stuka en ur ziazezañ o gaoz war oberenn Hans Ulrich Rudel « Stuka pilot», met pa lenner an oberenn n'eo ket ken sklaer a-se. War un tu all ar skiantourien istor ar c'hirri-nij a laka war-wel an implij e-pad Brezeliadenn ar Frañs e 1940, ha war-lec'h.

Poltriji a zo test eus ar c'hwitellerezioù-tro war lod stuka er Frañs e 1940, met ivez e-pad brezeliadenn ar Balkanioù e 1941, ha memes war talbenn ar Reter betek 1943.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]