Emgann Bro-C'hall
Emgann Bro C'hall pe Fall of France a vez graet eus aloubadeg an Izelvroioù, Belgia ha Luxembourg kement ha Bro-C'hall gant lu an Trede Reich e-penn kentañ an Eil brezel-bed. Kroget e oa an argadenn Alaman d'an 10 a viz Mae 1940, o lakaat un harz da koulzad amzer an « drôle de guerre », hag o welet an argadenn o chom tost dizehan ha didrec'h. Ur wech toullet an talbenn e Sedan o lakaat an nerzhioù lu Saoz, Gall ha Belgiat da gila en desped da emgannioù evel hini Dyle, emgann Gembloux, emgann Hannut, emgann la Lys hag hini Dukark e echuas Emgann ar Frañs d'an 22 a viz Even 1940 gant trec'h an Trede Reich ha sinadur un arsav-brezel gant gouarnamant ar Marichal Pétain.
An tiriadoù aloubet e peder bro a voe lakaet e dalc'h nerzhioù an Trede Reich met gant doareoù disheñvel: evit bro C'hall e voe rannet e tri tamm gant ur zonenn dindan dalc'h Alamagn en norzh ha kornôg, ur zonenn vihan evit an Itlaia faskour e gevred ar vro, hag ur zonen dieub "zone libre" dindan sujidigezh gouarnamant Vichy.
Er zonenn norzh aloubet eus ar Frañs e voe krouet ur « zonenn difennet » adal departamantoù an norzh adstaget ouzh gouarnamant milourel Belgia, dindan urzhioù hollveliek ar jeneral Alexander von Falkenhausen. Lodenn german a yezh Belgia e reter ar vro a zo staget ouzh Alamagn. Ar memestra a vezo evit an Elzas ha departamant ar Moselle ha dugelezh al Luxembourg. An Izelvroioù a voe lakaet dindan sujidigezh ur gouarnour o tont eus ar strollad Nazi (ur gauleiter), hag a vez hollevleik dre urzhioù Hitler. Hollad an tiriadoù-se ne vint dieubet eus dalc'hidigezh an Alamanted nemet dre argadennoù ar Gevredidi etre Even 1944 ha Mae 1945.
Adal an 18 a viz Even 1940 e oa bet skignet ur galv gant ar Jeneral De Gaulle, Galv an 18 a viz Mezheven o c'hervel an holl geodedourien gall da genderc'hel gant ar stourm, penn kentañ ar Rezistañs eo. Sinadur an eil Arsav-brezel e Compiègne etre nerzhioù an Trede Reich hag ar marichal Pétain a voe penn-kentañ mare ar C'henlabourerezh er Frañs, war ar memestro e oa fin an Trede Republik.
Kenarroud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er bloavezh 1939, ar Rouantelezh Unanet ha Bro-C'hall a savas un emglev difenn gant Polonia kenkaz ma vije aloubet Polonia gant Alamagn. D'ar 1añ a viz Gwengolo 1939 e krogas aloubadeg Polonia gant nerzhioù lu an Trede Reich. Bro-C'hall hag ar Rouantelezh Unanet a zisklerias ar brezel d'an 3, goude un ultimatom d'an nerzhioù aloubiñ alaman o c'houlenn dezho mont war-gil. Ne voe ket respontet d'ar goulenn-se. Broioù all a heulias : Aostralia (3 a viz Gwengolo), Zeland-Nevez (3 a viz Gwengolo), Afrika Su (6 a viz Gwengolo) ha Kanada (10 a viz Gwengolo), a zisklerias ar brezel da Alamagn.
Implij er propaganda[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un implij bras a zo bet eus ar c'hampagn-se e propaganda an Trede Reich. Daou abeg: da gentañ e oa bet trec'het an enebour daonet diskleriet da vezañ trec'het e Mein Kampf, da eil primm e oa bet dre implij armoù modern ar pezh a oa arouezius eus nerzh didrec'h an Vroadel-sokialouriezh. Ar marichal Pétain hag a bledas kerkent ha sinet an arsav-brezel evit ur c'henlabourat gant an Trede Reich a sikouras dre-se propaganda an nazied war-zu ar C'hallaoued badaouet gant un trec'h ken bras warno ha fiziañs eno e trec'her Verdun.
-
Ur PK-Soldat pe Propagandakompanie soldat (soudard propaganda) o poziñ evit ur poltred gant ur plac'h yaouank gall
-
Soudarded Gall o kodianañ e Nancy
-
Soudarded propaganda ar Propagandakompanie o pegañ skritelloù
-
Soudarded ar Wehrmacht o tibunañ dindan an Arc de Triomphe
-
Prizonidi brezel gall ambrouget gant soudarded Alaman
-
Soudarded Alaman o entanañ sigaretenn ur soudard trevadennel gall
-
Pierre-Étienne Flandin o harpañ hent ar marichal Pétain da geñver ar c'henlabourerezh