Galv an 18 a viz Mezheven
Galv an 18 a viz Mezheven pe Galv an 18 a viz Mezheven 1940 a oa bet kentañ prezegenn ar jeneral de Gaulle war radio BBC Londrez d'an 18 a viz Even 1940. Ar galv-se a oa unan evit broudañ poblañs Bro-C'hall da genderc'hel ar stourm a-enep an Trede Reich. D'ar 24 a viz Mezheven e voe lakaet ar galv da vezañ klevet e brezhoneg war ar BBC, lennet gant Jarl-Vari Guillois en doa echuet e lennadenn gant ar frazenn "Me zo Koko eus Porzh-Gwenn".
Ne oa ket bet klevet gant kalz a dud an abadenn wir, met brud a voe roet dezhi dre ma voe adkemeret er c'hazetennoù gall ha gant radioioù estren. Talvoudegezh zo gant ar pennad-kaoz hiziv dre ma verkas penn kentañ ar Rezistañs gall.
Ar stumm da glevet eus ar pennad-kaoz hag a c'haller klevet c'hoazh hiziv-an-deiz eo hini galv an 22 a viz Mezheven 1940, dre ma voe kollet enrolladenn an abadenn gentañ.