Jarl-Vari Guillois
Jarl-Vari Guillois zo bet ganet e Porzh-Gwenn, porzh kumun Perwenan (Aodoù-an-Arvor), d'ar 27 a viz Mae 1910.
Goude m'en doe tarzhet e lestr brezel, ar Vauquois, o stekiñ ouzh ur min er mor Hirwazh, e kendalc'has d'en em gannañ e Nerzhioù Frañs Dieub (FFL e galleg) e 1940. Mont a reas da vleiner ar jeneral de Gaulle e Londrez ha, dre ma komze brezhoneg mat-tre, e voe fiziet ennañ (gant Jean Marin) treiñ ha dibunañ Galv an 18 a viz Mezheven 1940 er BBC. Ar pezh a voe graet d'ar 24 a viz Mezheven, oc'h echuiñ gant ur gemennadenn bersonel "Me zo Koko eus Porzh-Gwenn" d'e vamm a soñje dezhi e oa marv he mab.
Goude ar brezel e chomas e Londrez e-lec'h ma talc'has ur stal traoù kozh betek deroù ar bloavezhioù pevar-ugent. Distreiñ a reas d'e vro c'henidik ma'z eas da Anaon d'an 19 a viz Gouere 1994.