Propagandakompanie

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Skoed ardamaez ar Propagandakompanie
Ul lodenn eus unwisk ar propagandatruppe

Propagandakompanie berraet e PK anvet a-wechoù Propagandatruppe a oa unvezioù arbenikaet war dachenn ar propaganda evit an Trede Reich. Kavet e vezent kement er Wehrmacht pe er Waffen-SS. An nerzhioù-se a oa adkavet en Amtsgruppe für Wehrmachtpropaganda (WPr), ur skourr eus an Oberkommando der Wehrmacht.

Joseph Goebbels maodiern propaganda an Trede Reich en doa implijet kalz ar propaganda evit lakaat er galloud an nazied. Ur wech er galloud en devoa savet ur ministrerezh ar propaganda kreñv, da geñver ar brezel o tont e savas ivez unvezhioù soudarded staget d'al luioù gant ar pal heuliañ ha degas poltriji pe filmoù pe pennadoù kazetenniñ adal an talbennoù lies. Ar propaganda-se a oa da vezañ kaset etrezek an trevourien pe ar soudarded all, kement hag evit poblañsoù an tiriadoù e-dalc'h an Alamanted.

A-hed an Eil Brezel-bed an unvezhioù-se a broduas 80 000 pennad kazetenniñ ha muioc'h evit 2 milion poltred.

Tuadur teknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar propagandakompanie a oa unvezioù savet gant tud mailh war micherioù disheñvel (poltrijerien, filmourien, tresourien skritelloù, livourien, kazetennerien...) ha dafaret gant ar gwellañ binviji a oa tu kavout dezho. Kalz nerzh hag arc'hant a oa bet postet gant an nazied evit kaout danvez a voe implijet e-leizh er sinemaioù, kazetennoù, abadennoù radio. Ar pal a oa eus un tu bammañ pe badaouiñ an dud gant skeudennoù estonus ha modern.

Tuadur enep-yuzev[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar brezel war talbenn ar Reter e voe implijet kalz labour ar Propagandakompanie evit lakaat poblañsoù an douaroù nevez aloubet da sevel a-enep ar yuzevien. Ur wech tapet ul lec'h e errue an unvezioù-se da begañ skritelloù pe reiñ paperioù-nij e-leizh enep yuzev hag enep komunour.