Emglev alaman-ha-soviedel

Eus Wikipedia
Molotov o sinañ an Emglev. Ribbentrop ha Stalin en diadreñv.

An Emglev (pe Kengrad) alaman-ha-soviedel (an anv ofisiel a oa: "Feur-emglev anargadiñ etre Alamagn hag an Unaniezh Soviedel"), Deutsch-sowjetischer Nichtangriffspakt en alamaneg, a vez graet emglev Molotov-Ribbentrop anezhañ a-wechoù e broioù ar C'hornaoueg, ar C'hengrad Hitler-Stalin er broioù tapet fall gant an emglev-se, ha Kengrad anargadiñ 1939 e Rusia, a oa bet sinet d’an 23 a viz Eost 1939 gant Joachim von Ribbentrop ha Viatcheslav Molotov, ministred an Aferioù Diavaez gant gouarnamant an Trede Reich ha hini an Unaniezh Soviedel. Hervez divizoù an emglev :

  • e oa rannet etrezo ar broioù all a en em gave etre o div vro, da lavarout eo Polonia, ar Broioù balt, Roumania ;
  • ne oa ket brezel da sevel etre o div vro.

Kuzh e oa meur a ziviz all eus an emglev.

Padout a eure an emglev betek ken na lammas Alamagn nazi war an Unaniezh Soviedel d’an 22 a viz Mezheven 1941 e-kerzh an Unternehmen Barbarossa (Oberiadenn Barbarossa).

Moskva, Jozef Stalin ha Ribbentrop o sinañ an emglev nann-argadiñ Nazi–Soviet

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ul levrlennadur e-barzh Le Monde diplomatique
  • Gabriel Gorodetsky, Le grand jeu de dupes, Tempus Perrin, Paris, 2011 (ISBN 978-2-262-03402-3)
  • Feliks Ivanovitch Tchouev, Conversations avec Molotov: 140 entretiens avec le bras droit de Staline, Albin Michel, Pariz, 1995 (ISBN 978-2-226-07650-2)
  • Bureau d’Information Soviétique, Falsificateurs de l'Histoire, Moskva, 1948, adembannet gant an Embannadurioù Octobre, B.P. 84, 1060 Brusel 6, Belgia [1]