Mont d’an endalc’had

Brezel Goañv

Eus Wikipedia
Talvisota
brezel
Rann eusEil Brezel-bed Kemmañ
Anv er yezh orintalvisota Kemmañ
StadUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Finland Kemmañ
Lec'hFinland Kemmañ
Heuliet gantbrezel kendalc'h Kemmañ
Deiziad kregiñ30 Du 1939 Kemmañ
Deiziad echuiñ13 Meu 1940 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezMoscow Peace Treaty Kemmañ
PrantadEil Brezel-bed Kemmañ
PerzhiadFinland, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Kartenn Norzh Europa gant Finland, Sveden, Norvegia ha Danmark lakaet evel broioù neptu. Soviediz o doa bazennoù milourel en Estonia, Latvia ha Lituania.
Norzh Europa e miz Du 1939[1]
  • ██ Broioù neptu
  • ██ Alamagn hag ar broioù aloubet ganti
  • ██ Unvaniezh Soviedel
  • ██ Broioù neptu gant bazennoù milourel URSS
  • Ar Brezel Goañv (talvisota e finneg, vinterkriget e svedeg, Зи́мняя война Zímnyaya voyna e ruseg), anavezet ivez dre an anv Brezel Finlandat-Soviedel pe c'hoazh Brezel Rusian-Finlandat, pe Brezel etre Finland hag an Unvaniezh Soviedel, a grogas d'an 30 a viz Du 1939 pa voe aloubet Finland gant an Unvaniezh Soviedel hag a echuas d'an 13 a viz Meurzh 1940 pa voe faezhet URSS.

    Nebeut amzer goude ma oa bet c'hwitet ar marc'hata etre URSS ha Finland a-zivout sevel un takad nann-milourel evit difenn kêr Leningrad e krogas ar brezel-se.
    Tost-tre d'an harzoù emañ Leningrad, ha re dost neuze betegouzout ma vije taget URSS gant Alamagn an Nazied. Dre an Emglev Molotov-Ribbentrop, al lodenn guzh eus ar gevrat, Finland a oa bet lakaet e domani beli Soviediz.

    Soudard rus skornet lakaet war-sav a-ratozh gant soudarded Finland evit spouronañ Soviediz.

    An Unvaniezh Soviedel a oa bet o klemm evit pakañ lodennoù eus tiriad Finland, evel-se e oa bet goulennet (e-touez traoù all) e vije roet dezhi gant Finland lodennoù tiriadoù war an harzoù en eskemm ouzh douaroù e lec'hioù all. Digarez pennañ Soviediz a oa abegoù surentez, dreist-holl difenn kêr Leningrad, na oa nemet 32 km diouzh harzoù Finland. Darn eus harzoù Finland a oa e-tro da 50 km diouzh Leningrad e gwirionez. Finland a nac'has, ha taget e voe gant nerzhioù lu URSS. Darn eus an dielloù a ziskouez sklaer e oa c'hoant gant an Unvaniezh Soviedel da aloubiñ Finland a-bezh ha da lakaat margodennoù komunour finlandat e penn ar vro. Skrid Emglev Molotov-Ribbentrop zo unan eus ar prouennoù meur eus ar fed-se. Ul lodenn all eus an dielloù a chom amsklaer war ar c'hoant hollveliek-se eus ur Finland Soviedel.

    Nerzhioù Soviediz a oa teir gwech niverusoc'h a-fed troadegiezh evit re arme Finland. Bez' o doa tregont gwech muioc'h a nijerezioù, ha kant gwech muioc'h a dankoù. An Arme Ruz a oa bet gwanaet a-galz dre spurjoù meur 1937 urzhiet gant Jozef Stalin. Ouzhpenn 30 000 ofiser a oa bet lazhet pe gaset d'ar goulag. Darn anezho a oa ofiserien uhelañ al lu : e 1939, al Lu Ruz a oa bet lakaet e-penn anezhi ofiserien hep skiant-prenet, foeñvour met strizhkredik e Jozeb Stalin.

    Notennoù ha daveennoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. (fi) Kilin, Juri & Raunio, Ari (2007) : Talvisodan taisteluja ("Emgannoù Brezel ar Goañv"), Karttakeskus (ISBN 978-951-593-068-2), p. 10.