Mikhail Kirponos
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
| Lealded | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
| Anv-bihan | Mic'hail |
| Anv-familh | Kirponos |
| Patronym or matronym | Petrovich |
| Deiziad ganedigezh | 31 Kzu 1891 |
| Lec'h ganedigezh | Vertiivka |
| Deiziad ar marv | 20 Gwe 1941 |
| Lec'h ar marv | Q125620219 |
| Doare mervel | marvet en emgann |
| Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
| Lec'h douaridigezh | Park of Eternal Glory |
| Micher | milour |
| Bet war ar studi e | M.V. Frunze Military Academy |
| Deroù ar prantad labour | 1915 |
| Dibenn ar prantad labour | 1941 |
| Strollad politikel | Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel |
| Grad milourel | colonel general |
| Brezel | Brezel-bed kentañ, Brezel diabarzh Rusia, Talvisota, Talbenn ar Reter |
| Skour lu | Lu Ruz |
| Military casualty classification | marv war an dachenn |
| Prizioù resevet | Order of Lenin, Gold Star medal, Order of the Patriotic War 1st class, Jubilee Medal "XX Years of the Workers' and Peasants' Red Army", Medal "For the Defence of Kyiv" |

Mikhail Petrovich Kirponos (Rusianeg: Михаи́л Петро́вич Кирпоно́с ; Ukraineg: Михайло Петрович Кирпонос, Mykhailo Petrovych Kyrponos), ganet d'an 12 a viz Genver 1892 ha marvet d'an 20 a viz Gwengolo 1941, a oa ur jeneral soviedel en Arme Ruz a orin ukrainian. Enoret e oa bet gant medalenn uhelañ an Unvaniezh Soviedel, hini Haroz an Unvaniezh Soviedel evit e vestroniñ ha kalon e-penn un divizion e-pad Kampagn Finland 1939-1940. Kirponos a zo chomet brudet dreist-holl evit e roll diazez evit aozadur ha ren difennerezh an Ukraina Soviedel e-pad Emgann Brody, emgannoù Ouman ha Kiev e-pad kentañ mizioù ar bloavezh 1941, aloubadeg an Unvaniezh Soviedel gant nerzhioù lu an Ahel.
Lazhet e voe en emgann e-pad difennerezh Kiev e-pad an Oberiadur brezel Barbarossa.

Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kirponos a oa bet ganet en ur familh gouerien paour, labouret en devoa evel koataer. Enrollet e oa bet e arme Rusia e 1915, kemeret en devoa perzh er C'hentañ Brezel-bed. E 1917 e oa emezellet el Lu Ruz, stourmet en devoa e-pad Brezel diabarzh Rusia. Goude-se e emezelas er Strollad Bolchevik e 1918.
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude faezadenn ar Soviediz en Emgann Uman, nerzhioù Kirponos o devoa stourmet en Emgann Kyiv. Lazhet e oa bet e-kerzh an difennerezh eus kêr, hag a voe flastret garv gant nerzhioù an Ahel. Ur wech c'hoazh e oa bet gwasaet stad ar soviediz dre fazioù kadoniezh Stalin hag an ofiserien uhel all. Hiziv-an-deiz c'hoazh, Kirponos a chom gwelet evel un ofiser a zoare kement gant ukrainiz evit gant ar rusianed.
Tro-spered
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kirponos ne oa ket un ofiser mailh laret e vez eus outañ e oa un den emgar, diampart da vezañ e-penn bagadoù bras soudarded. Ne oa ket bet stummet ha n'en doa ket klasket en bezañ ha n'en doa ket santadur ebet. Ouzhpenn-se e oa dedennet muioc'h gant ma vefe renket mat an traoù milourel, dreist-holl ma ne vefe ket direnket ofiserien uhel Moskva[1].