Oberiadur brezel Barbarossa

Eus Wikipedia
Oberiadur brezel
Barbarossa
Tamm eus Talbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)

Tres diazez Unternehmen Barbarossa
Deiziad 22 Even - 5 Kerzu 1941
Lec'h Europa ar Reter
Europa an Norzh
Disoc'h Koll strategiel an Ahel
Kolloù ramzel en URSS
Emgannerien
An Ahel:
Trede Reich
Roumania
Italia
Hungaria
Slovakia
Finland
Bulgaria
URSS
Pennoù-brezel
Adolf Hitler
von Brauchitsch
Halder
von Bock
von Leeb
von Rundstedt
Mannerheim
Jozef Stalin
Zhukov
Vasilyevskiy
Budyonny
Voroshilov
Timochenko
Popov
Kouznetsov
Pavlov
Tyoulenev
Kirponos
Niver a emgannerien

3,8 milion soudard
3 350 tank
2 770 nijerez
7 200 pezh-kanol

2,6–2,9 million soudard
11 000 tank
7 133-9 100 nijerez
Gouzañvidi

Marv : 167 647

Gloazet : 600 584
Kollet : 34 527

566 852 (emgann)
235 339 (diemgann)
1 336 147 (hollad)
2 335 482


Ur soudard alaman gant un MG34

Oberiadur-brezel Barbarossa (alamaneg: Unternehmen Barbarossa) a oa un anv-kod, roet adal anv an impalaer Friedrich Iañ Barbarossa, evit aloubadeg URSS gant Lu an Trede Reich hag e gevredidi e-kerzh an Eil Brezel-bed hag a voe krog d'an 22 a viz Even 1941 hag a echuas d'ar 5 a viz Kerzu 1941 (5 miz, 1 sizhun ha 6 devezh).

D'an 23 a viz Eost 1939, Alamagn an Trede Reich hag URSS a sinas ur feur-emglev enep-tagañ hag a ranne Europa ar Reter etrezo. Souezhet-bras e voe ar broioù europat.
Koulskoude, d'an 21 a viz Gouhere 1940, nebeut evit ur bloavezh war-lerc'h, Hitler a c'houlennas gant pennoù-bras al lu alaman ma pledje gant ur steuñv a-benn aloubiñ an Unvaniezh soviedel.

Fizius an tamm anezhañ, Hitler a roas lañs d'an oberiadur brezel Barbarossa d'an 22 a viz Even 1941, ur bloavezh dres goude sinadur an arsav-brezel etre Bro-C'hall hag an Trede Reich. Digoret e voe neuze un talbenn e reter Europa, a droas neuze d'un dachenn emgann veur war douar en Europa ha d'ur vammenn bouezus da geñver trec'h pe koll ar brezel evit an Trede Reich. Emgannoù gwadusañ ha pouezusañ an Eil Brezel-bed war zouar a c'hoarvezs eno.

Kenemglevioù Geneva ne voent ket asentet gant an daou du tra ma vije evit ar brizonidi brezel pe da geñver an drevourien. Ur brezel-distruj kevan a voe renet eno. Etre 1941 ha 1945, 80% eus kolloù soudard ar Wehrmacht a c'hoarvezas war an talbenn soviedel.

An oberiadur-brezel Barbarossa zo bet an aloubadeg vrasañ en istor mab-den e-keñver an niver a soudarded emouestlet hag ar c'holloù-denel : tostik-tost da 4 milion a soudarded eus an Ahel o deus taget URSS. Ouzhpenn d'ar soudarded-se e oa bet implijet 600 000 karbed ha 600 000 marc'h.

Ar Wehrmacht a oa kalz kreñvoc'h e penn-kentañ an oberiadur brezel da geñver an niver a soudarded (2 evit 1 da nebeutañ), koulz da geñver an dafar. Aozet e oa kalz gwelloc'h, ar pennoù a oa arbennikaet hag ouzhpenn-se e oa kalz uheloc'h e live strategiezh d'an nebeutañ betek [[Emgann Koursk, an emgann meur e miz Gouhere 1943. Evel-just, dre ma oa an Alamaned an dagerien e voe tu dezho da implijout ar souezh.

Ur c'hemm bras e voe an dagadenn-se e-kerzh an Eil Brezel-bed ; betek-henn e oa diazezet a-grenn war tachenn Europa ar C'hornôg met adal ar frapad-se ez eas war-du ar bed a-bezh.

Goude ar stroñs diazez, pa gomprenas ar soudarded hag an drevourien ne oa ket un dieubidigezh eus 20 vloaz a gomunouriezh hollveliek hogen un dalc'hidigezh gant un ideologiezh varvus all e krogas ul lañs brogarour rusian kreñv ; Jozef Stalin a implijas al lañs-se evit saveteiñ e ren hag ar vro war ar memes tro.

En ur leuskel d'an « Untermenschen » (an is-tud) ar choaz nemetañ etre ar marv hag ar sklaverezh, an naziegezh a voe mammenn lañs ar vrogarouriezh er vro ha hini broadelouriezh ar stalinouriezh.
Ouzhpenn da-se, obererezhioù gwadus hag euzhus an SS hag an Einsatzgruppen a lazhadegas ur milion a yuzevien hag ur milion all (da nebeutañ) a drevourien eus URSS a roas ar c'hoant da drec'hiñ an Trede Reich d'ar bobloù ezel da URSS.

Evel e 1914, e penn-kentañ ar C'hentañ Brezel-bed, Alamagn a oa gant ar soñj trec'hiñ buan : steuñv an oberiadur brezel Barbarossa a istime e vije ezhomm eus 4 miz nemetken a-benn riñsañ an nerzhioù milourel soviedel. An oberiadur brezel a badas eus miz Even betek miz Du 1941, met ne echus da vat nemet goude an oberenn alaman Unternehmen Taifun ("Oberenn Tifon") etre Here 1941 ha Genver-C'hwevrer 1942, pa voe talet an nerzhioù alaman en Emgann Moskov. Gant an darvoud-se e voe echuet kentañ pazenn ar brezel war an talbenn rusian.

Emdroadur politikel ha diplomatek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En nevezamzer 1941, an emdroadur a oa diouzh tu an Ahel. Bro-C'hall a oa bet trec'het e-doug un nebeud sizhunvezioù, Korfad-kas ar Rouantelezh-Unanet a oa bet riñset, ul lodenn vras eus Europa a oa dalc'het gant an Trede Reich.

Er reter, Hitler en devoa staliet renoù kevredet dre asant pe dre redi : Hungaria (Miklós Horthy), Roumania (Ion Antonescu), Bulgaria (Tsar Boris III), Slovakia (Jozef Tiso). Ne oa nemet ar Rouantelezh-Unanet gant Winston Churchill en he fenn hag a gendalc'he ar stourm a-enep ar Reich, dre vezañ un enezenn hag un impalaeriezh. Koulskoude ne oa ket ur riskl milourel war an douar bras.

E 1941, Hitler a ouie anat e oa risklus tagañ an Unvaniezh soviedel, met gouzout a rae kement all edo dizurzhiet a-grenn ha gwanaet-don al Lu Ruz goude spurjoù meur Stalin a lazhadegas un darn eus an ofiserien a-renk uhel pe etre ha mailhed war arz ar brezel.

Ar Stadoù-Unanet a oa brasoc'h-brasañ o youl da sikour ar Gevredidi (hag e rejont a-raok sinadur al Lend-Lease d'an 11 a viz Ebrel 1941) met rediet e voent da chom neptu dre lezennoù neptuegezh 1930.
Ouzhpenn da-se pell edo SUA diouzh ar brezel hag ar bobl amerikan ne felle dezhi kemer perzh en ur brezel drastus all ; lod Amerikaned a oa bamet da vat gant Alamagn an Trede Reich, evel re an Amerikadeutscher Bund) (ul lod eus ar bobl a zo a orin alaman pe italian), ha kreñv e oa ar santimant enep-komunour.

Didrec'het betek-henn e oa ar Wehrmacht, a veze gwelet evel al lu gwellañ e 1941. Mat-re e oa an aergelc'h, ha broudet e voe Hitler da reiñ lañs d'ar programm bet embannet en e levr Mein Kampf e 1925 :

  • stourm a-enep ar gomunouriezh ;
  • trevadenniñ tiriadoù bevañs (alamaneg : Lebensraum) ;
  • stourm a-enep an Untermenschen.

Miz Even 1941[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe boulc'het Barbarossa e seblante anat d'ar pennoù soviedel (kannad URSS e Berlin, ministr an Aferioù estren) ne oa ket ar brezel ur c'hoant savet uhel er gannaded alaman. Koulz Joachim von Ribbentrop ha Friedrich-Werner von der Schulenburg a seblante chalet o vezañ karget da zisklêriañ bezañ rediet, dre an degouezh bet krouet dre oberoù politikel Soviediz hag an difennoù bet savet ganto a-hed an harzoù hag a lakae ar Reich en arvar, da dagañ da gentañ – disklêriañ ar brezel da Soviediz ne lavarent ket avat.
Kannad ar Reich e Moskov a rankas reiñ d'e geneil soviedel, Viatcheslav Molotov, da 4 eur mintin nebeut goude ma voe kroget an oberiadur Barbarossa, un dezrevell spis eus torridigezhioù niverus Soviediz (gwir pe ijinet) e-keñver feur-emglev 1939.

Digoradur talbenn pouezusañ an Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

22 a viz Even 1941 : troadegiezh an IIIde Reich o tremen an harzoù da URSS

En ur ziklêriañ brezel da URSS, an Trede Reich a zigoras un talbenn nevez hag a lonkas muioc'h-mui a nerzh dezhañ betek bezañ lec'h diazez ar strivoù brezel a-fed denel pe dafar.

Engouestlet en ur brezel kevan gant URSS, greanterezh milourel Alamagn a voe rediet da vrasaat betek penn-kentañ ar bloaz 1945. Ar Reich a implijas 35% eus e arc'hant e 1940, betek 65% e 1944, evit ar mizoù milourel. Ar Reich, kentañ nerzh greantel ar c'hevandir, a boste darn eus e nerzh ekonomikel war ar broduadur brezel, ha rediet e voe da gorvoiñ an holl nerzhioù greantel, ekonomikel, denel en Europa dalc'het (daou vilion a brizonidi c'hall korvoet en Alamagn) evit talañ ouzh ar c'holloù ramzel war Talbenn ar Reter.

Adalek penn-kentañ oberiadur brezel Barbarossa betek fin ar brezel, e Mae 1945, ar Wehrmacht a implijas darn eus e zanvezioù a-fed soudarded pe dafar war Talbenn ar Reter. Dic'hallus e voe adalek ar goañv 1942-1943 (koll Emgann Stalingrad), da adpakañ al lusk tag, pe war tachennoù bihanoc'h-bihanañ an talbenn.

E-pad ar pevar bloavezh ma padas ar brezel etre an Trede Reich ha Soviediz e veze dalc'hmat ur geidenn a 9 milion a soudarded engouestlet war Talbenn ar Reter.

Da 80% eus hollad kolloù ar brezel a-bezh en Europa eus 1940 betek 1945 e sav sammad ar c'holloù milourel evit an Trede Reich e-pad brezel ar Reter. Talbenn ar Reter e voe mammenn brasañ koll an Eil Brezel-bed kalz a-raok dilestradeg ar Gevredidi e Frañs. Zoken goude an dilestradeg e Normandi e miz Even 1944 e voe implijet ha kollet soudarded Alamagn er Reter.

Pa geñverier kolloù ar Wehrmacht war talbenn ar Reter ha hini ar C'hornôg adalek miz Even 1944 e weler anat ez int kalz uheloc'h war an talbenn rusian, mzokenemes goude an dilestradeg. Etre ar 1añ a viz Gouhere betek an 31 a viz Kerzu 1944, e-doug 5 miz, mare argadenn veur Soviediz war ar strollad lu kreiz, an Alamaned a gollas 200 000 soudard bep miz ha tost da 4 000 Hiwi, skoazellerien d'al lu alaman a orin estren (Rusianed dreist-holl). Er C'hornôg, e-doug ar memes koulz amzer, goude an dilestradeg e Normandi, keidenn ar c'holloù alaman a savas da 8 000 soudard bep miz – un hollad a 1 evit 25.

Brezel ar propaganda[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War Talbenn ar Reter e voe lakaet ar muiañ a nerzh a-fed propaganda gant an daou du engouestlet.

An Alamaned o devoa dija labouret-don ar poblañsoù en Trede Reich evit ma vefent tommet mat d'un argadenn enep-komunour. Adkemeret o devoa nemetken ar propaganda sevenet betek 1939 met lakaet a-gostez pa oa bet sinet ar feur-emglev gant URSS. Skritelloù, traktoù da vezañ bannet gant an troadegiezh pe gant ar c'hirri-nij, kemennadennoù dre skingomz, holl zoareoù ar propaganda modern a oa bet prientet a-raok oberiadur brezel Barbarossa.

Ar Rusianed ne oant ket prest tamm ebet, na d'ur brezel gwir, na muioc'h c'hoazh d'ur brezel propaganda ken kreñv hag arbennik evit na oa hini an Alamaned.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Lee Baker (2013). The Second World War on the Eastern Front. Routledge (ISBN 978-1317865049)
  • (en) Omer Bartov (2001). The Eastern Front, 1941–45: German Troops and the Barbarisation of Warfare. London : Palgrave Macmillan (ISBN 978-0-333-94944-3)
  • (en) Antony Beevor (2012). The Second World War. New York : Back Bay Books (ISBN 978-0-316-02374-0)
  • (en) Hugh Trevor-Roper. Hitler's war directives. 1939-1945. New York : Holt, Rinehart and Winston,‎ 1965 (OCLC 12723697)
  • (en) Dmitri Volkogonov. Stalin : triumph and tragedy, New York : Grove Weidenfeld,‎ 1996 (ISBN 0802111653)
  • (fr) Ingrao, Christian.Croire et détruire. Les intellectuels dans la machine de guerre SS. Paris : Fayard,, 2010 (ISBN 978-2213655505)
  • (fr) Lopez, Jean & Otkhmezuri, Lasha. Barbarossa 1941 – La guerre absolue. Paris : Passés/Composés, 2022 (ISBN 979-10-404-0087-5)

Hêrezh er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarioù-video[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Operation Barbarossa - The Struggle for Russia embannerien Matrix Games ha Binary Evolution Studios, 2010
  • Il 2 Sturmovik : Operation Barbarossa, ouzhpennadur d'ar c'hoari Il 2 Sturmovik, embanner Ubisoft, 2007
  • Combat Mission 2 : Barbarossa to Berlin, embanner Fury Software ha Focus, 18 a viz Here 2002
  • Blitzkrieg: Mission Barbarossa, ouzhpennadur d'ar c'hoari Blitzkrieg, embanner Active Gaming, 1añ a viz Gwengolo 2005
  • Company of Heroes 2, embannerien Relic Entertainment ha Sega, 25 a viz Even 2013
  • Karma : Operation Barbarossa, embanner DragonFly