Ubisoft

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ubisoft skrivet a-wechoù UBISOFT (Ubi Soft Entertainment a-raok) zo un embregerezh breton sevel, embann ha gwerzhañ c'hoarioù video. Savet d'an 12 a viz Meurzh 1986 gant ar pemp breur Guillemot (Claude, Michel, Yves, Gérard ha Christian), a orin eus Karantoer e Bro-Gwened.

E 2015, an embregerezh en em ginnig evel an trede embanner dizalc'h dre ar bed holl, a-dreñv ar re stadunanat Electronic Arts hag Activision Blizzard.

E 2013, an embregerezh Ubisoft a zo ar c'hentañ embanner gall c'hoarioù video dirak Gameloft, un embregerezh krouet gant ar re Guillemot e 1999. Ubisoft a zo perc'henn war gwirioù frañchizoù lies ha brudet evel Rayman, Prince of Persia, ar c'hoarioù video Tom Clancy, Assassin's Creed, Far Cry, Just Dance, Watch Dogs pe c'hoazh les Lapins crétins.

Logo Ubisoft

An embregerezh a zo bet o ledanat e dachenn gounid dre adkemer e frañchizoù c'hoarioù video ha lakaat anezho da vont etrezek bedoù all evel re ar vandennoù-dreset abaoe 2009 gant Les Deux Royaumes pe war-zu ar sinema hag ar stiradoù skinwel abaoe 2011 dre hanterenn ar skourr Ubisoft Motion Pictures.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deroù ar bloavezhioù 1980, ar pemp breur Guillemot (Claude, Michel, Yves, Gérard ha Christian) a-sav ar c'hoant enno da ledanaat tachenn kenwerzhel an embregerezh familh arbenikaet war kenwerzh produioù an douar nemetken. Soñjal a ra dezho d'ar mare-se e oa o tiorroiñ bed an teknologiezhioù. E-pad ur veaj e Bro-Saoz, Michel Guillemot a vez bammet gant ar priz izel a vez gant ar c'hoarioù video eno da geñver e Breizh. Ar soñj a oa savet gantañ e oa aze un dachenn kenwerzhel a c'hellfe degemer un embregerezh nevez.

Frañchizoù brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tabutoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre miz Kerzu 1998 ha Meurzh 1999, impliji d'an embregerezh Ubisoft a oa emsavet a-enep doareoù an embregerezh en o keñver. Roet o devoa lañs d'ul lec'hienn war ar rouedad anvet Ubi Free ar « c'hentañ sindikad niverennel ». Kalzig pennadoù a oa bet o komz eus ar fed-se er c'hazetennoù e Bro-C'hall dreist-holl, Ubi Free a lakae war-raok en e pennadoù kronikennoù sinet « Albert » doareoù mezhus ha drouk ar management e Ubisoft. Emsavet e oant ivez a-enep doareoù komz an embregerezh a lakae anezho da vezañ evel « bugale », kevratoù labour « bresks », ar paemantoù chomet stanket eus an eurvezhioù labour ouzhpenn, an digempouez etre goproù ar baotred hag ar merc'hed, ha dreist-holl ar vank a aozadurioù evit an eskemmoù en embregerezh. Ul lodenn eus al lec'hienn internet a servije da reiñ an tu da dud an embregerezh, ez-implijidi pe tud eus ar rouedad da skrivañ o fromoù pe testennioù.

Pennoù bras an embregerezh Ubisoft o devoa savet « emvodoù eskemm  » gant an implijidi, o lakat war-raok aozadur dilennadegoù kannaded an implijidi hag en ur lakaat da dalvezout ar 35 eurvezh. E meurzh 1999, krouerien Ubi Free o devoa lammet al lec'hienn, dre ma soñje dezho o devoa tizhet o c'hefrifi « sevel ar gaoz, ha n'eo ket kemer ar galloud ». Deuet war-raok adal an afer-se, Jérémie Lefebvre, unan eus krouerien Ubi Free, en deus bet embannet ur romant awenet gant e eñvorennoù.

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.