Karantoer
Karantoer | ||
---|---|---|
An iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Carantoir | |
Anv gallek (ofisiel) | Carentoir | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Gwened | |
Kanton | Gwern-Porc'hoed | |
Kod kumun | 56033 | |
Kod post | 56910 | |
Maer Amzer gefridi | Catherine Lamour 2017-2020 | |
Etrekumuniezh | Eus an Oud da Vreselien Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Redon hag ar Gwilen | |
Lec'hienn web | http://www.carentoir.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 062 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 42 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 60 m bihanañ 7 m — brasañ 109 m | |
Gorread | 72,87 km² | |
kemmañ ![]() |
Karantoer a zo ur gumun eus Breizh e kanton Gwern-Porc'hoed e departamant ar Mor-Bihan. Kresket eo bet d'ar 1añ a viz Genver 2017 goude bezañ bodet gant Kelenneg[2].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Carantoer, 826; Karantoer, 864; Carantor, XIvet, 1171, 1178; Carantoer, 1286; Karantoer, 1387; Karantoir, 1430; Karantoir, 1441; Kerentoer, 1516; Carantouër, 1573
- Gerdarzh
- JB Ogée (1780), heuliet gant Marteville & Varin (1843) ː kêr an doerien.
- Dauzat & Rostaing (1963-1978) ː kêr an doerien.
- Jean-Yves Le Moing (2007) ː mann da welout gant an doerien ; kammamzeriek eo ǃ Gwelloc'h eo klask ur stumm caranto-duron = kreñvlec'h un den anvet Carantos.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rannet; ouzh 1, en geot e di en aour, digor ha goulaouet en gul, ur skeul toer ivez en gul war an doenn, heuliet gant un tour difoupant; ouzh 2, en sabel e dour en aour digor ha mogeriet en sabel, o vont d'ar strad e-barzh ur mor en glazur kommek en argant ouzh beg; ur gammell en argant, skedet en aour, balirant war al lodennadur; e gab en erminoù karget gant ur groaz pavek en gul.
Aozer ː J.P. Fernandez. ː An ti evit an toer; an tour, ar gammell, hag ar sked evit sant Marcoul, hag en devoa diouganet lonkadur tour kastell La Ballue.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Karantoer; e Bann Roc'h-an-Argoed e oa; d'an 28 a viz Ebrel 1792 e voe staget kumun An Templ ouzh kumun Karantoer; miret ha brasaet e voe kanton Karantoer e 1801 gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Katantoer en Arondisamant Gwened bet krouet e 1800[3],[4].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person-dean, Le Cerff e anv, ha pemp kure, Penhoux, Michel, Briand, Boucicaud ha Bouchet[5].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1837 e voe lakaet Gazilieg da bennlec'h kanton Karantoer, adanvet kanton Gazilieg neuze; krouet e voe kumun Kelenneg d'an 2 a viz Mae 1863 ha kumun Ar Chapel-Wagelin d'ar 17 a viz Genver 1874 diwar lodennoù eus kumun Karantoer[6],[7].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ: 172 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,06 % eus he foblañs e 1911[8]. Eil brezel-bed:
- d'an 23 a viz Gwenholon 1943 e kouezhas ur c'harr-nij P-47 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Karantoer; lazhet e voe e nijour[9];
- dieubet e voe Karantoer d'an 3 a viz Eost 1944 gant ar "Combat Command B" eus ar 4re Rannlu Hobregonet eus tirlu SUA[10];
- mervel a reas 14 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[11].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
- Iliz katolik Sant Markoul.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
→ bremañ | ||||
2008 | Mae 2014 | Catherine Lamour[12] | tu-dehou, distrollad | |
1989 | 2008 | Noël Rocher | tu-dehou, distrollad | Kouer, Kuzulier-departamant |
1965 | 1989 | Alphonse Menand | tu-dehou, distrollad | Mezeg, kuzulier-departamant |
tro 1866 | tro 1866 | François Orinel | ||
tro 1816 | tro 1826 | Jean Marie de Carheil | ||
? | ? | Julien Allain | ||
tro 1802 | tro 1804 | Joseph Garel | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ar vreudeur Guillemot, krouerien Ubisoft.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Morbihan. 1999
- A. Marteville & P. Varin, warlec'hien Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. Molliex. Rennes. 1843. Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
- Jean-Yves Le Moing : Noms de lieux de Bretagne. Christine Bonneton Editeur. 2007
- J.B. Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. 1780
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr) Arrêté portant création de la commune nouvelle de Carentoir
- ↑ Cassini - EHESS - Karantoer - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14, 52 ha 64
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, pajenn 19
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 14, 64, 71 ha 306
- ↑ Cassini - EHESS - Karantoer - Fichenn ar gumun
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Mémoire de guerre
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ nullaet disoc'h ar votadegoù gant Lez-varn velestradurel Roazhon ouest-france.fr