Blitzkrieg

Eus Wikipedia

Soudard kirri-hobregonet e penn un dagadenn Blitzkrieg war talbenn ar reter, 1942
Poltred e-pad kampagn Mae 1940 : ar jeneral Heinz Guderian, tad ar panzer, en e garbed-penn SdKfz 251
Strategiezh ar Blitzkrieg berr dreset

Ar Blitzkrieg ("brezel prim", « brezel [Krieg] luc'hedenn [Blitz]» en alamaneg) a zo un doazhadur brezel arsailh gant ar pal da gaout un trec'h meur oc'h implij un hollad nerzhioù karbedoù hobregonet e-pad ul lajad amzer termenet ha war un dachenn bevennet strizh.

Ouzhpenn an nerzhioù-se e vez implijet nerzhioù an droadegiezh ha nerzhioù an aerlu evit skeiñ kreñv barrregezhioù milourel, ekonomikel ha politikel an enebour.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Testeniekaet eo ar ger evit ar wech kentañ er bloavezh 1935 en ur pennad eus ar gazetenn Deutsche Wehr, kazetenn ofisiel al lu alaman. Hervez ar gazetenn vilourel-se, ar Stadoù o vezañ treut gant an danvezioù diazez a vez rediet da « echuiñ ar buanañ ar gwellañ gant ur brezel en ur glask raktal bezañ trec'h dre implij o holl nerzhioù arsailh en un taol dizamant ».

Ar ger a zo adkemeret en ur pennad eus ar gazetenn Time Magazine d'ar 25 a viz Gwengolo 1939 a zispleg aloubadeg Polonia gant Alamagn : "This is no war of occupation, but a war of quick penetration and obliteration - Blitzkrieg, lightning war" "N'eo ket ur brezel dalc'hidigezh, met ur brezel drebarzhiñ prim ha distruj — ar Blitzkrieg, ar brezel prim ".

Ur skouer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad aloubadeg Polonia e 1939, armeoù alaman o fiñval prim a enkelc'hias an nerzhioù polonat (kelc'hioù glas) na oant ket nerzhioù hobregonet dishual met nerzhioù hobregonet, troadegiezh, aerlu ha kanolierezh kenaozet.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]