Republik Soviedel Ukraina

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Украинская Советская
Социалистическая Республика
Українська Радянська
Соціалістична Республіка

Banniel RSS Ukraina
Skoed-ardamez RSS Ukraina
Banniel Ardamezioù

SovietUnionUkraine.png
  • ██ Lec'hiadur en URSS

Ger-stur Пролетарі всіх країн, єднайтеся!
"Proleterion ar bed, em unanit!")
Yezh ofisiel Hini ebet.
Yezhoù Ukraineg
Ruseg
Kêrbenn Kyiv
Gorread
• hollad
• % dour

603 700 km²
Disterik
Poblañs
• Hollad
• Stankter

51 706 746 (1989)
85,6/km²
Prezidant
(diwezhañ)
Stanislav Gurenko
Moneiz Roubl (карбованець)

Unan eus Republikoù diazez an Unaniezh Soviedel e oa Republik Sokialour Soviedel Ukraina (ukraineg: Українська Радянська
Соціалістична Республіка
).

Adal 1934 e oa bet Kyiv kêr-benn ar Republik soviedel-mañ, anavezetoc'h d'ar mare-se diouzh stumm rusek hec'h anv Kiev, dilerc'hiet eus C'harkiv, ar gêr-benn gent adal 1918.

Krouet e oa bet d'ar 25 a viz Kerzu 1917 evel ur Republik Soviedel Sokialour.

Unan eus peder Republik kentañ an Unaniezh Soviedel e 1922 e oa RSS Bielorusia gant RSS Bielorusia, ar RSKS Treuzkaokazek ha RSKS Rusia.

Dont a reas Krimea da vezañ ul lodenn eus RSS Ukraina e 1954 goude ma oa bet dilamet diouzh RSKS Rusia.

Roet e oa bet ur sez da RSS Ukraina er Broadoù Unanet ouzhpenn hini an Unaniezh Soviedel hag hini RSS Bielorusia.

D'ar 24 a viz Eost 1991 en em zisrannas diouzh an Unaniezh Soviedel ha dont a reas da vezañ ur Stad dishual gant an anv Republika Ukraina.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Republikoù an Unaniezh Soviedel
Ardamezioù an Unaniezh Soviedel RSS Armenia | RSS Azerbaidjan | RSS Bielorusia | RSS Estonia | RSS Jorjia | RSS Kazac'hia | RSS Kirgizia |
RSS Latvia | RSS Lituania | RSS Moldavia | RSS Ouzbekistan | RSKS Rusia | RSS Tadjikistan | RSS Turkmenistan | RSS Ukraina

Republikoù berrbad: RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936)