Mont d’an endalc’had

Brezel diabarzh Rusia

Eus Wikipedia
Brezel diabarzh Rusia
brezel diabarzh, armed conflict
Rann eusDispac'hoù etre 1917 ha 1923 Kemmañ
StadImpalaeriezh Rusia, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Republik Poblel Ukrania Kemmañ
Deiziad kregiñ7 Du 1917 Kemmañ
Deiziad echuiñ25 Her 1922 Kemmañ
A-us: Soudarded Arme an Don e 1919; divizion wenn e Meurzh 1920; soudarded ar 1añ Arme marc'hegiezh; Leon Trotsky e 1918; labourerien krouget e Yekaterinoslav gant Lu Aostria-Hungaria e miz Ebrel 1918.

Brezel diabarzh Rusia (Ruseg: Гражда́нская война́ в Росси́и, tr. Grazhdanskaya voyna v Rossiyi; Du 1917 – Here 1922) a oa bet ur brezel diabarzh en Impalaeriezh Rusia goude Reveulzi 1917. An tuioù engouestlet a glaske pouezañ war dazont politikel ar vro. An daou du pennañ o stourm a oa en un tu al Lu Ruz, a zifenne stumm bolchevik ar sokialouriezh, gant Vladimir Lenin e penn. Hag en tu all e oa ar re Wenn pe an Arme Wenn, ur c'hengevread strolladoù gant mennozhioù ha palioù disheñvel, lod roueelour, kapitalourien, skourroù disheñvel eus ar sokialouriezh, pep hini eus al luskadoù a oa rannet etre demokrated ha tud enebet ouzh an demokratelezh.

Ouzhpenn an daou du pennañ e oa ivez an Armeoù Gwer a stourme kement a-enep ar re Wenn hag ar re Ruz. Eizh bro estren o devoa kemeret perzh evit talañ ouzh al Lu Ruz, dreist-holl re ar Gevredidi hag al luioù a-du gant Alamagn. Al Lu Ruz a zeuas a-benn da dalañ ha distrujañ an nerzhioù Gwenn nerzhioù lu Su Rusia en Ukraina hag al lu dindan urzhioù an Amiral Aleksandr Koltchak e Siberia e 1919.

Ar peurrest eus an nerzhioù Gwenn renet gant Pyotr Nikolayevich Wrangel a voe trec'het e Krimea ha kaset kuit eus an impalaeriezh e 1920. Un nebeud emgannoù bihanoc'h a voe e-pad daou vloaz war harzoù ar vro. Kenderc'hel a reas ar stourm gant stourmadennoù a-enep an nerzhioù Gwenn e Reter pellañ ar vro betek 1923. Disklêriañ a reer e oa echu ar brezel e 1923 dre ma oa mestr ar re Ruz war an Unaniezh Soviedel nevez-savet. E gwirionez e oa kendalc'het stourmoù luioù broadel e Kreiz-Azia betek 1934.

E-tro 7 000 000 – 12 000 000 den a voe lazhet a-hed ar brezel, darn anezho o vezañ trevourien. Brezel diabarzh Rusia a vez taolennet gant lod eus an istorourien evel ar gwashañ reuz broadel a voe en Europa betek-henn.

Luskadoù lies broadelourien ha disrannerien a oa bet savet gant ma oa an impalaeriezh rusian o kouezhañ en he foull hag a gemeras perzh er brezel. Tiriadoù Finland, Estonia, Latvia, Lituania ha Polonia a zeuas a-benn da vezañ Stadoù emren ha dieub gant o brezel diabarzh broadel. Ar peurrest eus an impalaeriezh rusian a voe adaozet en Unaniezh Soviedel.

A bep tu e oa bet torfedoù-brezel lies ha garv.