Mont d’an endalc’had

Lebensraum

Eus Wikipedia
Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.
Lebensraum
termen, foreign policy doctrine, political geography, Douarbolitikerezh
Rann euspropaganda in Nazi Germany Kemmañ
Characteristic ofTrede Reich Kemmañ
Kartenn ar Großgermanisches Reich (Reich meur Alaman), da vezañ tizhet gant politikerezhioù diazezet war mennad al Lebensraum. An harzoù a oa bet raksoñjet er Generalplan Ost (Plan Hollek evit ar Reter), gant ar velestradurezh trevour nazi, hag hini ar Schutzstaffel (SS)[1].

Ar droienn alamanek Lebensraum ('tiriadoù bevañs') a vez implijet evit ober anv eus an holl doareoù pe politikerezhioù liammet ouzh an trevadenniñ hag a oa bet buhezek mat er bloavezhioù 1890 betek ar bloavezhioù 1940 en Alamagn. Kroget e oa implij an droienn Lebensraum e-tro 1901. Deuet e oa da vezañ brudet betek dont da vezañ ur pal geopolitikel evit an Impalaeriezh alaman a-raok hag e-pad ar C'hentañ Brezel-bed (1914–1918). Un diaz e oa bet eus ar Septemberprogramm a embanne c'hoantoù emled tiriad an impalaeriezh alaman en Europa. Adkemeret e oa bet gant ideologiezh ar Strollad Nazi (NSDAP) ha klasket lakaat da dalvezout gant an Trede Reich betek fin an Eil Brezel-bed.

Ur wech tizhet ar galloud gant Adolf Hitler, al Lebensraum a oa deuet da vezañ diazez a-fed mennozhioù an naziegezh kement hag un digarez evit aloubadegoù an Trede Reich e kreiz ha reter Europa. Ar Generalplan Ost ('Steuñv hollek evit ar Reter') e oa anv an doare da aloubiñ ha didroc'hañ an tiriadoù nevez pe da vezañ aloubet. Gant ar sell-se, Alamagn he devoa ezhomm bras da gaout tiriadoù bevañs evit dreistbevañ rak re ziaes e oa bouetañ an holl alamanted gant an douaroù a oa gant Alamagn en amzer-se. Pobladoù an tiriadoù da vezañ trevadennet a oa da vezañ riñset pe dre deportadurioù e Siberia, lazhadeget war blas (Shoah dre bolod gant an Einsatzgruppen), pe c'hoazh troet da sklaved. Ar poblañsoù gwelet evel direnkus d'an naziaed a oa ar Boloniz, Ukrainiz, Rusianed, Tcheked hag ar broadoù slav gwelet evel nann-aryan.

Ar gouarnamant Nazi en doa ur sell reut war an tiriadoù-se o welet trevadennerien alaman diazezet eno dre gwir al Lebensraum ha se e-kerzh an Eil Brezel-bed met da vezañ kendalc'het ma vefe bet trec'h an Trede Reich e fin ar brezel. Evit tizhout ar pal eo bet lazhet strolladoù ramzel trevourien dre an naonegezh, ar boued o vezañ skrapet ha kaset en tiriadoù diazez ar Reich.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]