Kampagn Rusia
| Rann eus | Brezelioù Napoleon |
|---|---|
| Lec'h | Impalaeriezh Rusia |
| Deiziad kregiñ | 24 Mez 1812 |
| Deiziad echuiñ | 14 Kzu 1812 |
| Perzhiad | Impalaeriezh C'hall Kentañ, Impalaeriezh Rusia |
| Deskrivet dre | Carte figurative des pertes successives en hommes de l'armée française dans la campagne de Russie 1812-1813 |
| Order of battle | Order of battle of the French invasion of Russia, order of battle of the Grande Armée during the Russian campaign, general staff of the Grande Armée during the Russian campaign |
Aloubadeg Rusia gant Bro-C'hall, anvet peurliesañ Kampagn Rusia (galleg : Campagne de Russie), pe e Rusia ar Brezel Brogarour eus 1812 (rusianeg : Оте́чественная война́ 1812 го́да, distaget Otechestvennaya voyná 1812 góda), a oa bet ur c'hampagn-brezel gant Napoleon etre miz Even ha miz Kerzu 1812 evit rediañ Impalaeriezh Rusia da gemer perzh er blokus a-enep ar Rouantelezh-Unanet. Studiet e vez e-leizh, rak tro-vrezel Napoleon e Rusia zo gwelet evel ur c'hammdro en istor vilourel, gant unan eus gwashañ disoc'hoù ur c'hampagn brezel ken bras.
Dindan nebeutoc'h evit c'hwec'h miz, ar c'hampagn hag a oa kroget mat a oa deuet da vezañ drastus evit ar C'hallaoued, abalamour d'ar strategiezh douar laosket ha guerilla implijet gant Impalaeriezh Rusia goude ar 14 a viz Gwengolo 1812 ha tan-gwall Moskov. Rediet e voe an Arme Veur da zistreiñ da Vro-C'hall en ur goll miliadoù a soudarded.
Istimañ a reer e oa bet lazhet 1 milion a soudarded kement hag a drevourien er c'hampagn brezel.
Darvoudoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Adrien Bourgogne (1785-1867), ur soudard gall en deus skrivet e vemorioù eus kampagn Rusia.
- Ur gartenn vrudet savet gant Charles Joseph Minard e 1869 evit taolenniñ kolloù an Arme Veur e Rusia.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) CATE Curtis, La campagne de Russie: 23 juin-14 décembre 1812, Tallandier, embannadur 2012, 736 p., ISBN 978-2847349283