Mont d’an endalc’had

Marksouriezh-leninouriezh

Eus Wikipedia
Marksouriezh-leninouriezh
ideologiezh politikel
Iskevrennad eusMarksouriezh, Leninism Kemmañ
Anvet diwarKarl Marx, Vladimir Lenin Kemmañ

Al Leninouriezh a zo anezhi un deorienn bolitikel hag armerzhel bet diorroet gant Lenin war diazezoù ar varksouriezh rik bet diorroet gant Karl Marx. Lakaet e oa bet e pleustr an deorienn-se gant Lenin er penn-kentañ en Unaniezh Soviedel goude an Dispac'h ha goude trec'h ar volchevourion ha kendalc'het e labour war e lerc'h gant Stalin.

Poletredoù pennoù bras ar varksouriezh-leninouriezh e-kerzh un dibunadeg e Berlin, 1953

A-wechoù e vez graet un diforc'h etre ar varksouriezh-leninouriezh, hag a dalveze da teorienn hollek ar strollad, diouzh un tu hag al leninouriezh rik diouzh an tu all hag a dalvez da deskrivañ an doare ma vez aozet ar strollad en diabarzh (d.s ar greizennouriezh demokratel, hag all).

Hervez tezennoù Lenin ez eo a-bouez-tre ar strollad komunour evit ledanaat spered hag emzalc'h dispac'hel ar broletarion. Evit se e vez lâret ez eo ar strollad komunour e penn an dispac'h. Ret eo, hervez al leninouriezh, d'ar strollad bezañ aozet en un doare resis-tre a-benn e greñvaat. An greizennouriezh demokratel e vez graet eus an doare aozadur ispisial-se.

Al leninouriezh a gelenn ez eo ret skarzhañ ar gapitalouriezh dre un dispac'h evit lakaat en he flas diktatorelezh ar broletarion kentoc'h dikatorelezh ar vourc'hizion. Dindan e veli e oa bet klasket ober kement-all dre sevel ar soviedoù.

Unan eus tezennoù pennañ al leninouriezh a denn d'an impalaerouriezh dielfennet ganti evel pazenn uhelañ ar gapitalouriezh. Koulz ar gapitalouriezh dre vras hag an impalaerouriezh es-resis na c'hell bezañ trec'h warne nemet an dispac'h. Da lâret eo ez eo ret o skarzhañ, rak ne c'hellont ket bezañ 'adwelet' pe 'adsoñjet' evit servij interesoù ar broletarion.

An tezennoù bet savet gant Lenin diwar-benn an impalaerouriezh a dalvez da binvidikaat ha da glokaat tezennoù Marx war al live etrebroadel bet diorroet evit displegañ mont-en-dro ar gapitalouriezh war al live lec'hel pe broadel.

Tezenn an impaelouriezh a zo ziazezet war ar fed m'emañ ar broioù kapitalour diorroet e-keñver an armerzh o diwall diouzh an dispac'h a savfe diwar ar broletaerion enne dre implijout ar broioù trevadennet gante evit en em dizober diouzh o froduioù a-re ha dreist-holl en ur implijout danvezioù trevadennoù hag en ur vac'homañ al labourerion a vev enne. Evel-se, neuze, ez eo aezetoc'h d'ar broioù kapitalour lakaat o froletaerion da chom disoursi. Neze e c'helle bezañ meret ar gapitalouriezh gant brientinelezh al labourierion hag ar strolladoù sokial-demokratel evit dec'hel diouzh an dispac'h er broioù diorroetañ (hervez skridoù Marx) hag an dispac'h a teufe neuze da gentañ er broioù impaelour gwanañ.


met ma vez kaset da benn un dispa'h en ur vro baour ha diziorroet ez eu amañ ur gudenn: ne c'hellfe ket hennezh, hervez tezennoù diazez ar varksouriezh, mont pelloc'h ha sevel ur sistem sokial enni rak ar sokialouriezh a zo anezhi ur bazenn ne c'heller tizhout nemet da heul pazenn ar gapitalouriezh.

Kavet e vez un diskoulm d'ar gudenn-mañ gant div arguzenn hervez al leninouriezh:

  1. An dispac'h bet kroget da gentañ er broioù paour ha diziorroet a gas d'an dispac'h er broioù pinvidik kapitalour. Ha neuze e vel stalietr ur sistem sokialour er vro diorroet hag a sikour ar vro dizioroet da sevl ur sistem enni war he zro. Dreist-holl un dispac'h en ur vro revadennet a gas d'un dispac'h da c'houde er vro impaelour kiriek d'an devadennerezh.
  1. Kaset e vez da benn un dispac'h e meur a vro diziorroet war un dro pe an eil war-lerc'h eben ha neuze e c'hell ar broioù-se en em glevout evit stourm a-stroll a-enep d'ar broioù kapitalour a fell dezhe mirout oute da sevel ur sistem sokialour. Setu unan eus arguzennoù pennañ krouidigezh an Unaniezh Soviedel.

N'eus forzh penaos, ar sokialouriezh ne c'hell ket padout en ur vro baour hec'h-unan penn, hag abalamour da se ez eo an dispac'h dre ar bed-holl unan eus arguzennoù pennañ al leninouriezh.

Peurliesañ e vez dielfennet hollvedelezh ar marc'had a-hiziv evel un doare impaelouriezh gant ar strolladoù varksourion-leninourien a-vremañ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberennoù Vladimir Lenin:

  • [1] Petra ober?
  • [2] An impaelouriezh: Pazenn uhelañ ar gapitalouriezh
  • [3] Ar stad hag an dispac'h