NKVD

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
NKVD
Banniel Skoed-ardamez
Banniel Skoed-ardamez
Ditouroù
Krouidigezh 15 a viz Du 1923
Padelezh 15 a viz Du 1923- 19 a viz Meurzh 1946
Sujidigezh Sekretour-meur an URSS
Doare Polis-kuzh

Strollad-muntrañ

Ger-stur  Ma n'eus enebour ebet, ret eo e grouiñ, e flatrañ hag e binijennañ 
(ger-stur nann-ofisiel)
Lec'h pennañ Loubianka, Moskov
Bro Flag of the Soviet Union.svg URSS
Anvioù all  Skoed ha kleze ar Strollad 

An NKVD – en ruseg: НКВД, berradur Народный комиссариат внутренних дел, pe Naródniy Komissariat Vnútrennikh Del,  Komiseriezh ar bobl evit an aferioù diabarzh , a oa ur rann eus gouarnamant an URSS lamm-ouzh-lamm d'ur ministrerezh, hini ar polis politikel hag a rae war-dro an aferioù diabarzh.

Krouet eo bet d'ar 15 a viz Du 1923 diwar ar Guepeou ; e 1934 e voe lonket an OGPU gantañ, ha kannad kreizh ar ministrerezh Stad d'an URSS e voe neuze de facto neuze betek an 19 a viz Meurzh 1946.

Talañ ouzh an torfedoù ha diwall ouzh an urzh boutin e oa kefridioù pennañ an NKVD. Anavezet ez eo dreist-holl dre e obererezhioù mougañ e-pad mare ren Jozeb Stalin.

En NKVD e oa strollet nerzhioù reoliek polis foran an URSS, gant polis an hentoù, ar bomperien, gwarded an harzoù hag an dielloù. Anavezet mat ez eo evit e oberererezh tro-dro d'ar goulag hag evit bezañ bet e-karg bodad-ren diazez ar surentez-stad (GUGB), hendad ar KGB.
An NKVD zo kablus da vezañ pennkaoz da lazhadegoù ramzel e-maez pep justis, da vezañ graet war-dro sistem labour-ret ar c'hampoù-bac'h (goulag), hag ivez da vezañ pennkaoz forbannerezh pobladoù a-bezh ha hini ar Galouked war-du tiriadoù goullo ar vro.
Karget e oa an NKVD ivez gant diwall an harzoù soviedel ha gant ar spiañ, betek lazhadegoù politikel en estrenvro, levezoniñ ar gouarnamantoù estren ha reiñ harp da selloù Stalin e-touez ar strolladoù komunour er broioù er-maez eus an URSS.

An Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kommissarbefehl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lod eus an urzh Kommissarbefehl kinniget evel diell e-pad prosez Nurenmberg

E-pad an Eil Brezel-bed an oberiadur-brezel Barbarossa, tagadenn an URSS gant Alamagn an Trede Reich a yeas muioc'h-mui war-zu ur brezel distruj tud e-serr ur brezel etre daou stad.

Plas ar c'homiserien politik ha tud an NKVD a voe lakaet sklaer en degouezh-se dre un urzh anvet Kommissarbefehl hag a gondaone anezho d'ar marv trumm ur wech prizoniet gant an Alamanted.

Adsevel eus ur c'hamion Mercedes Kamion erer du (chornyi voron) a veze implijet evit dezougen prizonidi an NKVD
Gouzañverien lazhadegoù an NKVD e Lvov, Even 1941