Lavrenti Beria

Eus Wikipedia
Lavrenty Beria.jpg Lavrenty Beria-TIME-1953.jpg
E 1931 E 1953
Kentañ pajenn un notenn gant Beria (sinet gant Stalin ha meur a benn komunour all), oc'h embann lazhadeg ur 15 000 bennak a ofiserien polonat ha 10 000 gouizieg e Koadeier Katyn ha lec'hioù all en Unvaniezh soviedel

Lavrentiy Pavlovich Beria (rusianeg : Лавре́нтий Па́влович Бе́рия, IPA : [ˈbʲerʲiə] ; jorjieg : ლავრენტი ბერია), ganet d'an 29 a viz Meurzh 1899 ha marvet d'an 23 a viz Kerzu 1953, a oa ur Bolchevik eus Jorjia hag ur politikour soviedat.

Marichal eus an URSS e oa, e penn ar surentez soviedat hag ar velestradurezh surentez Stad. Bez' e oa ivez e penn an NKVD dindan urzhioù Jozef Stalin e-kerzh an Eil Brezel-bed.
Kannad pennañ Stalin e voe adalek 1941. E 1946 e voe degemeret er Politburo.

Un taol-stad gant Nikita C'hrouchtchov, harpet gant ar Marichal Georgy Zhukov, e miz Even 1953 en doa tennet anezhañ diouzh ar galloud. Harzet e voe, barnet evit trubarderezh uhel ha kargoù lies all, kondaonet d'ar marv, ha lazhet d'an 23 a viz Kerzu 1953. E-kerzh ar prosez, ha goude e varv, e oa bet tamallet dezhañ bezañ un torfedour reizhel hag ul lazher a-steudad.