Lazhadeg Katyn
Lazhadeg Katyn (polonek: zbrodnia katyńska, mord katyński; Rusianeg: Катынский расстрел) a oa bet un heuliad lazhadegoù ramzel. E koadoù bras Katyn, tostik da gêriadenn Gnezdovo, 20 km eus kêr Smolensk (Rusia), e voe lazhadeget ofiserien eus arme Polonia gant soudarded Stalin e 1940. Kaoz zo eus 14 000 den lazhet, 8 000 anezhe prizonidi graet gant ar Soviediz e 1939, ar re all tud dizoudard skrapet en trowardroioù.
Goude lazhadeg Katyn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Amerikaned a ouei dalc'hmat e oa bet eus al lazhadeg hag e oa oberenn ar Gomunisted [1] . Kenderc'hel a rejont da livañ gevier o tamall d'an Alamanted evit chom hep lakaat fall Stalin met ivez a-benn spouronañ an dud war an Alamanted.
Gant dielloù nevez bet degaset gant ar gouarnamant Amerikan etrezek an domani publik er bloavezh 2012 e weler sklaeroc'h an traoù. Er bloavezh 1943 ar c'habiten Donald Stewart hag al letanant-koronal John Van Vliet, daou Amerikan a brizonidi brezel a gasas ur c'heloù d'ar gouarnamant Amerikan a-benn diskleriañ anat ne oa ket oberenn an Alamanted. Gouarnamant Washington a zistrujas ar prouennoù bet degaset dezho.[2]
Kostez Russia e vezo ret gortoz ar bloavezh 1990 evit ma vefe anzavet ar fedoù ha graet digarezioù ofisiel d'ar Boloniz gant Mikhaïl Gorbatchev. Er bloavezh 2004 e vezo roet dafar ha dielloù e liamm gant lazhadeg Katyn gant ar gouarnamant rusian da hini Polonia [3].
Lazhadeg Katyn hiziv-an-deiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lazhadeg Katyn a chom ur sujed arvarus memes ma z'eo bet prouet sklaer e oa an Arme Ruz dindan urzhioù Stalin a sevenas al lazhadeg lod a gendalc'h da vont gant hent an nac'hañ evel ma vez kavet er gelaouenn "Socialism and Democracy" [4].
Sevenet e vez baleadennoù-koun evit derc'hel soñj eus al lazhadeg anvet Katyński Marsz e Varsovia abaoe ar bloavezh 2008. Baleet e vez gant Poloniz treuzwisket e ofiserien al lu polonat ha lod all e soudarded an Arme Ruz. Lennet e vez ivez lizhiri pe karnedoù an aberzhidi ha diskouezhet e vez poltriji al lazhadeg hag ar gouzañverien.
Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Le Massacre de Katyn : Crime et mensonge (Lazhadeg Katyn: Torfed ha gevier), gant Victor ZASLAVSKY Ha Christine VODOVAR, 23 a viz Here 2003 (adembannadur 13 a viz Gwengolo 2007)
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Enigma, romant gant Robert Harris en 1995.
- Hitler's Peace, romant gant Philip Kerr, e 2005
- A Man without Breath, romant gant Philip Kerr, e 2013, diazezet war lazhadeg Katyn hag an enklask alaman en 1943.
Filmadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Katyń Opowiesc katynska, gant Andrzej Wajda, 2007
Diell-filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Katyn – Die Geschichte einer Lüge (Katyn- Istor ul livañ gevier), Schröder Media, 2010
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ [1], US 'hushed up' Soviet guilt over Katyn.
- ↑ http://bigbrowser.blog.lemonde.fr/2012/09/11/top-secret-massacre-de-katyn-des-archives-apportent-la-preuve-que-les-etats-unis-ont-protege-lurss/
- ↑ http://webcache.googleusercontent.com/search?q=cache:OtNgcf6VepwJ:press.princeton.edu/chapters/pons/s5_9143.pdf+&cd=1&hl=fr&ct=clnk&gl=fr
- ↑ http://webcache.googleusercontent.com/search?q=cache:PvsiCnL8Ph4J:https://msuweb.montclair.edu/~furrg/research/furr_katyn_preprint_0813.pdf+&cd=2&hl=fr&ct=clnk&gl=fr