Polandball
Polandball (mellbolonia diwar football), a anver countryball (mellvro) ivez, zo un Internet meme krouet gant implijerien ar Genrouedad. Er bloavezh 2009 e voe boulc'het er rann /int/ eus krautchan.net [1].
Bannoù-treset a-vil-vern e mod kennasket eo Polandball, ma vez broioù aroueziet gant melloù oc'h ober goap e brizhsaozneg (Broken English) ouzh an darempredoù etrebroadel hag eus ar bloc'heiladoù a vez diwar-benn bro pe vro.
Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwriziennet eo Polandball en ur "brezel" a voe e miz Eost 2009 etre kenrouedaderien eus Polonia hag ar peurrest eus ar bed war drawball.com [2], a zo ul lec'hienn ma c'hall forzh piv tresañ forzh petra ha kemmañ tresadennoù a zo bet graet en e raok.
Poloniz e soñjas dezho tresañ banniel o bro war ur vell, ruz el laez ha gwenn en traoñ, gant ar ger POLSKA ("Polonia") skrivet er c'hreiz anezhi. Buan e voe miliadoù a Boloniz all oc'h adtapout ar vell-se ha diwar kenurzh gant 4chan e voe ar vell goloet gant ur svastika nazi ramzel.[3][4]
- Krautchan.net zo un imageboard alamanek ma c'haller eskemm skeudennoù. Kenrouedaderien saoznegerien eo an darn vrasañ eus implijerien he rann /int/.
War anv un implijer breizhveurat anvet Falco e lakaer deroù ar Polandball, pa dresas ar vell gentañ dre MS Paint [5] e miz Gwengolo 2009. E-maez eus pep soñj politikel e voe ar meme krouet evit ober goap eus ur Polonad anvet Wojak a drese en hevelep lec'hienn hag a skrive e broken English. Goude-se e voe bannoù-treset Polandball treset a-zevri gant Rused.[3][6][7]
Dodennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Polonia, hec'h istor, he darempredoù gant ar broioù all hag he bloc'heiladoù eo diazez Polandball.[6][8]
Poloniz a vez gwelet evel brashunvreerien mezhus o vezañ Poloniz.[4] Brudet e voe ar meme goude ma'z eas un nijerez Tu-154 d'an traoñ e Smolensk er bloavezh 2010, o lazhañ Lech Kaczyński, prezidant Polonia.[6][8]
E Broken English ha luc'haj ar Genrouedad e vez ar chomzoù e Polandball, ar pezh a zo damheñvel ouzh ar meme Lolcat. A-ratozh-kaer e vez mell Polonia treset e ruz a-us gwenn, a zo ar c'hontrol eus banniel ar vro. Atav e vez Polonia o ouelañ e dibenn ar vandenn-dreset.[3][4]
Lod bannoù-treset Polandball zo diazezet war ar fed ma c'hall Rusia mont da veajiñ en egor, ar pezh a c'houlaka ez eo Polonia dic'houest da ober kemend-all.
Unan eus ar bannoù-treset Polandball brudetañ a grog dre an Douar tost da vezañ pulluc'het gant un oablegenn ramzel. An holl vroadoù a c'hall beajiñ en egor a ziviz mont da dreiñ tro-dro d'ar blanedenn, hag e dibenn an istor e chom Polonia hec'h-unan o ouelañ war an Douar.
E Broken English e lavar Polonia neuze al lavarenn vrudet Poland cannot into space ("Polonia ket gouest en egor").[6] En doare fentus-se ivez e paouez Rused da dabutal gant Poloniz a-zivout pe vroad zo dreist eben.[3][6][8]
Ur Polandball all zo troet war-du ar flemmfent istorel ha politikel : Polonia zo gwelet oc'h enoeiñ ar melloù all abalamour ma c'hoari he faborez pa ziskleir bezañ bet galloudusañ broad ar bed a-c'houde bezañ bet trec'h war Rusia ha Turkia ; evel-just e c'hoarzh ar melloù all outi, ha krog eo Polonia da huchal kurwa ("gast") en ur ziskouez ur panell Internet serious business — ul lugan war ar Genrouedad, a dalvez da c'hogeañ neb a fae war dodennoù a zo. Goude-se, evel dleet e Polandball, e weler Polonia o ouelañ.[3][4][9]
Countryballs arall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez' e c'hall Polandball diskouez bannoù-treset diwar-benn broioù estreget Polonia, hogen Polandball a reer diouto evelkent dre genemglev dispis.[3] Countryballs a reer diouto ivez.[7] Hervez Lurkmore.to, Bavaria he deus he mell dezhi. Melloù all zo bet krouet evit ar Stadoù-Unanet, Katalonia ha Siberia.. Singapour a vez treset e stumm un tric'horn hag anvet Tringapore. Israel zo e stumm ur gourdiñs (oc'h ober dave d'ar fizik yuzev). Ur vrikenn a ya da aroueziñ Kazakstan. Breizh-Veur a zoug un tog hag un unwerenn.[10]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Krautchan.net
- ↑ Drawball.com
- ↑ 3,0 3,1 3,2 3,3 3,4 ha3,5 Orliński, Wojciech (16 January 2010). "Wyniosłe lol zaborców, czyli Polandball" (in Polish), Gazeta Wyborcza. Retrieved on 25 March 2012.
- ↑ 4,0 4,1 4,2 ha4,3 Zapałowski, Radosław (15 February 2010). "Znowu lecą z nami w... kulki" (in Polish), Cooltura. Retrieved on 22 March 2012.
- ↑ Ur poellad-tresañ eo Microsoft® PaintTM
- ↑ 6,0 6,1 6,2 6,3 ha6,4 Kapiszewski, Kuba (13/2010). "Fenomem - Polska nie umieć kosmos" (in Polish), Przegląd. Retrieved on 26 March 2012.
- ↑ 7,0 ha7,1 Polandball. Knowyourmeme. Kavet : 26 March 2012.
- ↑ 8,0 8,1 ha8,2 Cegielski, Tomek (12 April 2011). "MEMY. Legendy Internetu" (in Polish), Hiro.pl. Retrieved on 24 March 2012.
- ↑ Polandball cartoon. Unknown (Unknown). Kavet : 26 March 2012.
- ↑ Int (Russian). Lurkmore.to (26 December 2011). Kavet : 27 March 2012.