Lazher a steudad
Iskevrennad eus | muntrer |
---|---|
Tachenn vicherel | muntr a heuliad |
Hashtag | serialkiller |
Stumm gourel an dikedenn | قاتل متسلسل, tueur en série, сэрыйны забойца, серийный убийца, serijinis žudikas |
Ul lazher a steudad[1] (saozneg: Serial killer) a vez graet eus un den a lazh daou zen d'an nebeutañ, hag ar muntroù a zo ledet war un amzer hir a-walc'h. Al lazherien a steudad a zo plijet a-fed spered gant ar fed muntrañ, ha meur a lazher a steudad a gav plijadur gant jestroù reizhel gant ar c' houzañveien mare pe vare en argerzh lazhañ. Hervez Burev Kevredadel Enklask Stadoù-Unanet Amerika (FBI) e kaver meur a abeg da dorfedoù al lazherien a steudad evel ar c'hounnar, gounid arc'hant, kavout plijadur ha klask desach evezh an dud war o obererezhioù. An doareoù lazhañ a vo disheñvel hervez mammenn muntroù al lazher a steudad. Darn eus ar c'houzañverien a zo liammet etrezo dre an oad, an neuz, ar reizh pe an orin gouennel.
Al lazherien a steudad a zo ur rummad ispisial a fed rummatadur ar vuntrerien hag a zo disheñvel diouzh lazherien a yoc'h, ul lazher a gopr, pe ul lazher a heuliad, memes ma vez kavet poentoù boutin etrezo holl. Al lazherien a steudad o deus kudennoù spered anat met n'int ket gwelet alies evel tud na c'hallont ket bezañ barnet evel an dud all.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Istorourien an dorfedouriezh a ginnig e vije bet eus lazherien a steudad abaoe ma 'z eus eus Mab-den. Lod mammennoù da vojennoù ar sunerien-gwad pe an dud-bleiz c'hoazh a oa en gwirionez awenet gant obererezhioù lazherien a steudad ar Grennamzer. En Afrika ez eus bet mareadoù muntroù gant tud Leopard. Liu Pengli eus Sina, niz an impalaer Han Jing, a oa bet graet Priñs Jidong er c'hwec'hvet bloavezh eus kreiz ren Jing (144 AJK). Hervez an istorour sinat Sima Qian, "ez ae en ergerzhadennoù gant 20 pe 30 sklav pe gant paotred yaouank kuzhet rak al lezenn, da lazhañ tud ha laerezh o madoù evit plijadur ar sport". Kalzig eus e sujedoù a ouie a-zivout al lazhadegoù-se, met n'eo nemet en 29vet bloavezh e ren ma oa bet mab unan eus ar c'houzañverien o kas un dezrevell d'an impalaer. Soñjet e vez e oa bet lazhet 100 den da nebeutañ. Pennoù uhel al lez o devoa kemennet e oa Liu Pengli da vezañ lakaet d'ar marv; siwazh, an impalaer ne felle ket dezhañ lakaat lazhañ e niz. Liu Pengli a voe torret eus e holl gargoù ha graet eus outañ ur sujed evel ar re all hag harluet. En IXvet kantved (bloavezh 257 an deiziadur muzulmat), "ur mouger eus Baghdad a voe harzet. Lazhet en devoa meur a vaouez ha beziet anezho en ti lec'h ma oa o vevañ. [2]
Lazherien a steudad en SUA
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Darn al lazherien a steudad hervez an dielloù a zo bet en SUA.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "lazher a steudad | m. | lazherien a steudad", TermOfis, Ofis Publik ar Brezhoneg
- ↑ Al-Tabari (868–879). Al-Tabari's History, vol. 36..