Nikolai Iejov
Nikolai Ivanovitch Iejov, pe Николай Иванович Ежов e ruseg, a oa ur poliser ha politikour sovietek, ganet d'an 19 a viz Ebrel ( 1 a viz Mae) 1895 e Sant-Petersbourg en Rusia, ha fuzuilhet war urzh Stalin ha Lavrenti Beria d'an 3 a viz C'hwevrer 1940 e Moskou.
E penn an NKVD e voe eus Gwengolo 1936 betek miz Du 1938, ha gantañ e voe kaset da benn ar Spurjadennoù Bras en amzer Stalin. A-benn ar fin e voe harzet eñ ivez, kondaonet ha lakaet d'ar marv e 1940.

Nikolai Iejov o prezegenniñ gant Stalin e 1937
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Staline gant Jean-Jacques Marie, Fayard, 2001.
- Staline. La Cour du tsar rouge gant Simon Sebag Montefiore. Troidigezh c'hallek diwar an aberenn saozek. Embannadurioù des Syrtes, 2005.
- Le Livre noir du communisme: Crimes, terreur, répression gant ur c'henstrollad, Dastumad Bouquins, Embannadurioù Robert Laffont, 1997.
- L'Ivrogne et la marchande de fleurs : Autopsie d'un meurtre de masse, 1937-1938 gant Nicolas Werth, Tallandier, Pariz, 2009.