Europa (loarenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Diwar-benn ur loarenn anvet Europa eo ar pennad-mañ. Evit talvoudegezhioù all ar ger Europa, gwelit Europa
Europa
Europa
Europa skeudennet gant Galileo
Dizoloadenn
Dizoloet gant Galileo Galilei
Dizoloet d'ar 7 Genver, 1610
Doareennoù he c'helc'htro
radius krenn 671.034 km 1
Kelc'htro 2.649.600 km
Ezkreizennegezh 0,0094
Periapsis 664.700 km
Apoapsis 677.300 km
Prantad reveulziañ 3,551181041 d
Tizh orbitel krenn mui.: 13.871 km/s
krenn: 13.741 km/s
nebeut.: 13.613 km/s
Stouadur 0.47° (diwar keheder Yaou)
/1.79 (diwar an ekliptik)
Loarenn eus Yaou
Doareennoù fizikel
Treuzkiz krenn 3,121.6 km
Pladadur
Gorread 3.1×107 km²
Volum 1.593×1010 km3
Mas 4.80×1022 kg(0.015 Douar)
Douester 3.014 g/cm³
Gravitadur gorre 1.314m/s²
((0.134 g)
Tizh achap 2.025 km/s
Devezh sinkron
Stouadur
Albedo 0.67
Sked dre wel 5.3
temp. gorre mui.:125 K
krenn: 103 K
nebeut.: ~50 K
Gwask atmosferel dister-kenañ
Oksigen dreist-holl


Europa (gresianeg Ευρώπη), pe Yaou VI, a zo ul loarenn eus Yaou. Ar c'hwec'hvet dre e lec'hiadur hag ar bevare dre he ment eo. E 1610 e voe dizoloet gant Galileo Galilei. An hini vihanañ eus al loarennoù galilean eo.

Orin an anv[kemmañ]

Europa a deu hec'h anv eus hini Europa, merc'h da Agenor, roue Tir, ur geoded fenikian hag a zo e Liban hiziv, ha c'hoar Kadmos, diazezer kêr Tebai. Unan eus serc'hed Zeus e oa. Evit hec'h hoalañ e wiskas Zeus tres un tarv gwenn. Skrapañ Europa a reas neuze, kas anezhi da Griti, hag eno e c'hanas tri mab dezhañ.

Daoust ma voe aliet an anv Europa gant Simon Marius un tammig goude he dizoloadenn ne voe ket implijet er skridoù steredoniel kent an XXvet kantved. A-raok da se e veze graet Yaou II anezhi, ha neuze, goude dizoloadenn Amalthea Yaou III.

Perzhioù ar c'helc'htro[kemmañ]

Ar pellder krenn etre Europa ha Yaou a zo 670 .900 km. Ur c'helc'htro hogozik kelc'hiek he deus Europa gant un ezkreizennegezh a 0,0094 hepken. E tri devezh hanter e tro en-dro da Yaou.

Evel loarennoù arall e tiskouez Europa atav an hevelep tu ouzh Yaou. Distreset eo ivez gant efedoù-lanv krouet gant Yaou hag al loarennoù arall. An dra-mañ a domm he c'hreizenn hag a ro tro dezhi da gaout un obererezh douaroniel, zoken ma'z eo disteroc'h eget hini Io.

Perzhioù fizikel[kemmañ]

Diabarzh Europa


Gant silikatoù eo kenaozet Europa dreist-holl, ar pezh a laka anezhi da vezañ heñvel a-walc'h ouzh ar planedennoù douarel. Ur greizenn vihan houarn he deus moarvat.Ur gwiskad skorn a 100 km a c'holo Europa. Ar fedoù dastumet gant Galileo a ziskouez e skign Europa ur vaezenn vagnetek dezhi hec'h-unan dindan levezon hini Yaou. An dra-mañ a ro tro da grediñ ez eus ur gwiskad-kas dindan ar c'hler, ur meurvor a zour sall, moarvat.

Gorre[kemmañ]

Europa eo ar c'horf lintrañ eus koskoriad an Heol. Gant un nebeud torosennadurioù uheloc'h eget ur c'hantad a vetradoù. Ar re uhelañ a dizh 800 metr hepken. Bez' ez eus nebeut-kenañ a graterioù war Europa hag hec'h albedo a zo unan eus ar re uhelañ e koskoriad an Heol. An dra-se a ro tro da grediñ eo yaouank-tre he gorre : etre 20 ha 180 milion a vloavezhioù ma kreder jedadurioù diazezet war stankter ar stered-lostek.

Krediñ a reer ez eus ur gwiskad dour liñvel dindan ar c'hler. Gant oberererzh diabarzh al loarenn e vefe tommet. An temperadur war c'horre Europa a zo war-dro 110 K (50 K er pennoù-ahel) ha klerennet eo. Abred a-walc'h e suspedjod e vezañs met goude gournijadenn ar sontenn Galileo hepken e kavjod arouezioù louer. An hini pouezusañ eo an dachenn rouestlek a vefe, hervez Richard Greenberg, ur rannvro ma vefe pignet dour ar meurvor isklerel d'ar gorre. Hervezañ ne vefe ket ar gwiskad skorn tevoc'h eget 10 km. N'eo ket degemeret gant an holl ar c'hinnig-mañ, avat. An darn vrasañ aeus n douarourien a gred eo kalz tevoc'h ar skorn.

An deorienn-mañ a skor studi kraterioù bras Europa. Gant gwallennoù dezho ar memes kreiz ez int kelc'hiet ha leuniet ez int, war seblant, gant skorn fresk ha plaen. An dra-se a ro tro da grediñ e vuzuilh ar c'hler etre 10 ha 30 km. Donder ar meurvor dindanañ a vefe war-dro 100 km.

Luc'hskeudenn kler Europa

An torosennadur heverkañ a zo un heuliad linennoù teñval o red a-dreuz al loarenn a-bezh. Selladennoù pizh o deus diskouezet e fiñv en un doare disheñvel kler Europa eus pep tu eus al linennoù-se. Ar bandennoù ledanañ (war-dro 20 km) a zo kenaozet eus ur c'helc'hiad-kreiz sklaer a-walc'h gant riblenn diresis teñvaloc'h. Krediñ a reer e voent krouet dre un doare volkanegezh-dour. Dindan efed gravitadur Yaou en em dorrfe kler Europa ha diskouezet e vefe ar gwiskadoù izeloc'h.

Evel ma tiskouez Europa atav an evelep tu ouzh Yaou e tlefe al linennoù-se heuliañ ur patrom strizh met n'eo gwir nemet evit ar re nevesañ. An dra-se a ro tro da grediñ e trofe buanoc'h diabarzh Europa eget he gorre, ar pezh a greñvafe teorienn ar meurvor isklerek.

Un torosennadur heverk arall a o al lenticulae. Se a zo toulloù, bolzennoù, pe kelc'hiadoù lintr met teñvaloc'h eget o endro. Krediñ a reer e voe krouet ar bolzennoù gant skorn klouaroc'h o pignat eus diabarzh al loarenn, un tammig evel kambroù magma war an Douar. Ar c'helc'hiadoù teñvaloc'h a c'hellfe bezañ furmet pa bign dour liñvel war ar gorre dre skarioù ar grestenenn tra ma vefe rannvroioù digompez evel ar Rouestl Konamara maezioù isberg o tiblasañ war ur gwiskad skorn tommoc'h.

Atmosferenn[kemmañ]

Selladennoù graet gant ar Goddard High Resolution Spectrograph eus ar pellseller Hubble o-deus diskouezet he-doa Europa un atmosferenn zister tre (war-dro 1 mikropascal]]. Eus oksijen eo kenaozet dreist holl. Er c'hontroll eus ar pezh a c'hoarvez war an Douar n'eo ket buhezek orin an oksijen-se. Gant skignoù an Heol eo krouet. Aezhenniñ a reont ar c'hler hag an aezhenn produet en doare-se a zo digompozet e oksijen ha hidrojen.

Meurvr isklerel[kemmañ]

Ar sontenn Galileo he-deus diskouezet he-doa Europa ur maez magnetik gwan (heñvel a-walc'h ouzh hini Callisto hag a gemm pa dremen-hi a-dreuz hini Yaou. An displegadur gwirheñvelañ a zo ez eus ur meuror a zour holennet dindan ar c'hler. Elfennadurioù spektrografiek a ziskouez ez c'hell al linennoù ruzart war c'horre Europa pinvidik bezañ kenaozet eus holennoù (sulfat magneziom dreist holl). Posupl eo ivez ez eus hidradoù trenkenn soufrek. Evel ma'z int diliv ar materi-se e kreder ez int mesket gant produioù arall, kenaozadur soufrek, war a seblant.

Posupl eo ez eus buhez e meurvorioù Europa. Ar vuhez-se a vefe heñvel ouzh hini kavet war an Douar war-dro ar siminalioù idrotermek pe e lenn Vostok en Antarktika He sichenn chimiek a vefe disheñvel tre - er c'hontrol an hini a c'hellfed kavout war Veurzh rak eskemm e oa bet etre Europa hag an Douar.

Evit diwall Europa da vezañ kontammet gant ar vuhez zouarel e lakajod ar sontenn galileo da gouezhout war Yaou. Ma vije bet kouezhet war Europ e c'hellje bet treuzvevet bakteri douarel ha da zibosupl o-dije lakaet studioù da-zont ar vevoniezh Europat.

Ergerzh Europa[kemmañ]

Gwel arzour ur sontenn isklerel

Darn vrasañ ar pezh a anavezer diwar-benn Europa a zeu eus gournijadennoù ar c'hefridi Voyager ha Galileo. Kefridi arall a voe bet kinniget, evel ar Jupiter Icy Moons Orbiter dilezet e 2005.

Kiniget e voe bet gant ar NASA da gas ur c'helc'htroer a aotrfe anezhor d'ober muzuliadennoù gravadurel ha da gadarnaat - pe get - bezañs ur meurvor isklerel. Enderc'hel a c'hellfe ul lestrig gouestl da bradan war c'horre Europa ha da dielfennañ ar skorn. N'eo ket budjetet c'hoazh ar raktres-mañ.

Klaskourien'zo o-deus kinniget da gas ur sontenn hag a bradfe war ar c'hler da gerc'haat roudennoù a vuhez. Ur ginigadenn arall a endalc'h ur sontenn islklerel hag a deuzfe ar c'hler gant ur reaktor nukleel hag a aotrfe anezhor da sellout pizh ar pezh ez ues dindan ar c'hler.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Europa


---Sidenote START---
Loarennoù Yaou

Adrastrea | Aitne | Amalthea | Ananke | Aoede | Arche | Autonoe | Callisto | Callirrhoe | Carme | Chaldene | Cyllene | Elara | Erinome | Euanthe | Eukelade | Euporie | Europa | Eurydome | Ganymede | Harpalyke | Hegemone | Helike | Hermippe | Himalia | Io | Iocaste | Isonoe | Kale | Kallichore | Kalyke | Karpo | Kore | Leda | Lysithea | Megaclite | Metis | Mneme | Orthosie | Pasiphae | Pasithee | Praxidike | Sinope | Sponde | Taygete | Thebe | Thelxinoe | Themisto | Thyone

S/2000 J 11 | S/2003 J 2 | S/2003 J 3 | S/2003 J 4 | S/2003 J 5 | S/2003 J 9 | S/2003 J 10 | S/2003 J 12 | S/2003 J 15 | S/2003 J 16 | S/2003 J 17 | S/2003 J 18 | S/2003 J 19 | S/2003 J 23
Yaou | Koskoriad an Heol