Mont d’an endalc’had

Io (loarenn)

Eus Wikipedia
Io
Io
Io
Io skeudennet gant Galileo
Dizoloadenn
Dizoloet gant Galileo Galilei
Dizoloet d'ar 7 Genver, 1610
Doareennoù he c'helc'htro
radius krenn 421,700 km 1
Kelc'htro 2,649,600 km
Ezkreizennegezh 0.0041
Periapsis 420,000 km
Apoapsis 423,400 km
Prantad reveulziañ 1.769137786 d
Tizh orbitel krenn mui.: 17.406 km/s
krenn: 17.334 km/s
nebeut.: 17.263 km/s
Stouadur 0.05°° (diwar keheder Yaou)
/2.21° (diwar an ekliptik)
Loarenn eus Yaou
Doareennoù fizikel
Treuzkiz krenn 3642.6 km
Platadur
Gorread 41,910,000 km²
Volum 8.9319×1022 km3
Mas 8.9319×1022 kg(0.015 Douar)
Stankter 3.528 g/cm³
Gravitadur gorre 1.796 m/s²
((~(0.183 g)
Tizh achap 2.558 km/s
Devezh sinkron
Buander troiñ 271 km/e
Axial tilt
Albedo 0.63
Sked dre wel 5.0
temp. gorre mui.: 2000 K
krenn: 130 K
nebeut.: 90 K
Gwask atmosferel dister-kenañ
Dioksid soufr : 90%

Io (gresianeg Ῑώ) eo al loarenn c'halilean dostañ eus Yaou. Dont a ra hec'h anv eus Io, unan eus serc'hed Zeus.

Gant Simon Marius e oa bet anvet Io un tammig goude he dizoloadur met ne reas ket kalz gant an anv-se. Er skridoù steredoniezh e raed Yaou I anezhi dreist-holl betek ar XXvet kantved.

Krediñ a reer e voe dizoloet Io hag al loarennoù galilean arall gant Galileo d'an 9 a viz Genver 1610. En e Mundus Jovialis, embannet e 1614 e lavaras Simon Marius eo gantañ-eñ eo e oa bet dizoloet Io ha loarennoù arall Yaou e 1609, ur sizhunvezh a-raok Galileo. Hemañ a nac'ho e grediñ.

E-pad ar XXvet kantved e c'halled soñjal a-drugarez d'ar selladennoù (dispis e gwirionez) e oa ruz ar poloù met ne c'helljod ket sellout pizh ouzh al loarenn a-dost kent bezañ tostaet gant ar sontennoù Pioneer. Nebeut a dra a zeskas Pioneer 10 dimp met Pioneer 11 a ziskouezas e oa melenruz ar poloù tra ma oa gwennoc'h ar c'heheder.

Pa gasas Voyager I e skeudennoù kentañ eus Io e krede d'ar glaskourien e vije bet gwelet kraterioù niverus met ne oa netra a seurt-se. En o lec'h e kavjont ur gorread yaouank krouet gant un obererezh volkanek kreñv. Ouzh nav menez-tan bev a voe arsellet pizh gant Voyager I ha Voyager II a luc'heskeudennas eizh anezho.

Ar sontenn Galileo a dremenas a-us da Io e 1999 ha luc'hskeudenniñ a reas menezioù-tan o tisflukañ. Diskouez a reas ivez he doa Io ur greizenn houarn evel planedennoù diabarzh Koskoriad an Heol.

Menezioù-tan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Luc'hskeudenn Io gant meur a venez-tan

Evit he menezioù-tan eo heverk Io dreist-holl. Ar c'horf gant an oberererzh volkanek brasañ e koskoriad an heol eo. War Io e c'hoarvezas an dislonkadenn vrasañ anavezet e miz C'hwevrer 2001. Evel menezioù-tan an Douar e skign re Io soufr ha dioksid soufr. Tra ma kreded e oa o maen-teuz a endalc'he sustañsoù soufrek dreist-holl e soñjer bremañ eo kenaozet an darn vrasañ anezhañ gant silikatoù, evel war an Douar ha, war a greder, Gwener.

An energiezh ret evit an oberiantiz a zeu moarvat eus efedoù-lanv krouet gant Yaou hag div loarenn vras arall : Europa ha Ganymede (loarenn). E kelc'htroioù-dasson emañ an teir loarenn. Div wech e tro Io war-dro Yaou pa dro Europa ur wech nemeti ha Europa end-eeun a dro div wech evit pep kelc'htro Ganymede. Ouzhpenn-se e tiskouez Io atav an hevelep tu da Yaou. An darempredoù gravadel etre Europa, Ganymede ha Yaou he laka da zistummañ, ar pezh a c'han gwrezder en he c'hreizenn.

Mouioc'h eget 300 km e vuzul plumachenn menezioù-tan'zo eus Io ha buan tre e gemm an dislonkadennoù. E-pad an teir miz etre gournijadur Voyager I hag hini Voyager II, un nebeud dislonkadennoù a baouezas tra ma teraoue reoù arall. Chañchet en-deus endro ar menezioù-tan ivez.

Un andon arall ag energiezh a furm maez magnetik Yaou. Pa ya Io ag-e-dreuz e c'han un goulou, muioc'h eget 1.000 gigawat e greñvder. Skrapañ a ra ivez materi ionekaet diouzh Io. Abalamour da tizh orbitel buan Yaou e stumm ar materi-se un torus a skinn a skingas ul luc'h mouk-tre. Ul levezon vras en-deus lec'hiadur Io war skingasioù Yaou a resever war an Douar. War gresk-ment e vezont pa vez Io diwar wel.

Hervez fedoù dastumet gant Galileo e c'hellfe Io kaout he maez magnetik dezhi hec'h unan.

Gwel Io gant livioù gwellaet.

Er c'hontrol da loarennoù arall darn ziavaez koskoriad an Heol eo Io heñvel a-walc'h ouzh plandennoù douarel. Eus silikadoù eo kenaozet dreist-holl hag ar fedoù dastumet gant galileo a zamveneg he-dus ur grezenn ag houarn.

Pa gemeras Voyager I luc'hskeudennoù kentañ Io e espere ar glaskourien kavout kraterioù a ziskouzfe o stankder oad al loarenn. Souezhet e voent, avat, da welout na oa unan ebet abalamour d'ar menezioù-tan a adstummont dalc'hmat he gorre. Homañ a zo yaouank, evel hini an Douar.

Tvashtar Paterae, ur menez-tan eus Io
Diabarzh Io

Ouzhpenn ar menezioù-tan e kaver menezioù, kalderaoù don a veur a gilometrad, lennoù a soufr teuzet ha stêrioù a vaen pe soufr teuzet. Meur a liv a c'hell kaout kevennegoù ar soufr, ar pezh a zispleg feson al loarenn.

Dielfennadur al luc'hskeudennoù graet gant Voyager I a lakaas ar glaskourien da grediñ e oa berradennoù a vaen teuzet e welent war Io a oa kenaozet gant soufr. Luc'hskeudennoù dre infraruz a ziskouezas e oant re domm da vezañsoufr liñvek. E lec'hioù'zo e c'hell ar grwrezder tizhout 2000 K. Krediñ a reer e'z eo ar berradennoù kenaozet eus silikadoù teuziet zoken ma damveneg luc'hskeudennoù graet gant ar pellseller Huble ez int pinvidik e Sodiom.

Un atmosferenn voan a zioksid soufr he-deus Io. Etre 0.2 ha 0.35 nbar eo ar gwask war-dro ar c'hehider. Er c'ontrol d'al loarennoù galilean arall n'he-deus ket Io dour war he gorre. Re domm e oa Yaoù e maread he furmidigezh ha kaset kuit e voe an elfennoù skañv ganti.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Io


---Sidenote START---
Loarennoù Yaou

Adrastrea | Aitne | Amalthea | Ananke | Aoede | Arche | Autonoe | Callisto | Callirrhoe | Carme | Chaldene | Cyllene | Elara | Erinome | Euanthe | Eukelade | Euporie | Europa | Eurydome | Ganymede | Harpalyke | Hegemone | Helike | Hermippe | Himalia | Io | Iocaste | Isonoe | Kale | Kallichore | Kalyke | Karpo | Kore | Leda | Lysithea | Megaclite | Metis | Mneme | Orthosie | Pasiphae | Pasithee | Praxidike | Sinope | Sponde | Taygete | Thebe | Thelxinoe | Themisto | Thyone

S/2000 J 11 | S/2003 J 2 | S/2003 J 3 | S/2003 J 4 | S/2003 J 5 | S/2003 J 9 | S/2003 J 10 | S/2003 J 12 | S/2003 J 15 | S/2003 J 16 | S/2003 J 17 | S/2003 J 18 | S/2003 J 19 | S/2003 J 23
Yaou | Koskoriad an Heol