Mont d’an endalc’had

Kelvin

Eus Wikipedia
Troidigezh ar c'helvin war-du unanennoù arall
Conversion from to FormulaÈ
Kelvin Celsius °C = K - 273.15
Celsius Kelvin K = °C + 273.15
Kelvin Fahrenheit °F = K × 1.8 − 459.67
Fahrenheit Kelvin K = (°F + 459.67) / 1.8
Kelvin electronvolts K / 11,604.5 = eV
electronvolts Kelvin eV × 11,604.5 = K
Treiñ an unanennoù an eil d'eben : ConvertWorld (fr)

Ar c'helvin (simbol K, diwar anv Lord Kelvin) eo unanenn SI an temperadur termodinamikel. Diwar ziviz ez eus anvioù divoutin eus anvioù an unanennoù ha skrivet e vezont gant lizherennoù bihan (« kelvin » ha n'eo ket « Kelvin »).

Ar c'helvin eo ar gevrenn 1/273,16 eus temperadur termodinamikel poent tric'hement an dour (H2O), hag ur variadenn 1 K a zo kevatal gant gant ur variadenn 1 °C. Er c'hontrol d'an derez Celsius avat ez eo ar c'helvin un unanenn absolut eus an temperadur a zo bet degaset a drugarez da drede pennreolenn an termodinamik. Kevatal eo an temperadur 0 K gant -273,15 °C ha klotañ a ra gant ar zero absolut (poent tric'hement an dour a zo da +0,01 °C).

Dre ma n'eo ket ur muzul relativel ne vez ket lakaet ar ger « derez » nag ar simbol « ° » a-raok ar c'helvin, er c'hontrol d'ar pezh a vez graet gant ar derezioù Celsius pe Fahrenheit. Er penn kentañ e 1954 (10vet CGPM, disentez 3, CR 79) e veze graet « derez Kelvin » eus ar c'helvin, ha skrivet e veze neuze °K. Tennet e voe an « derez » da geñver an 13vet CGPM e 1967 (disentez 3, CR 104) ha dont a reas e simbol da vezañ K.