Poent tric'hement

Eus Wikipedia

Er Fizik e vez graet poent tric'hement un danvez bennak eus an temperadur hag ar gwask e lec'h ma c'hell teir fazenn an danvez-se (gazus, dourennek ha solut) kenvezañ e kempouez termodinamikel.

Diagramoù fazenn gant ar poent tric'hement ma kej an teir zachenn
Diagramoù fazenn gant ar poent tric'hement ma kej an teir zachenn

Un nebeud poentoù tric'hement[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

T = 63,16 K ha P = 12 868 Pa
  • Poent tric'hement an neon :
T = 24,556 1 K ha P = 4,34·10-6 Pa
  • Poent tric'hement ar merkur :
T = 234,3156 K ha P = 2·10-4 Pa

Poent tric'hement an dour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poent tric'hement an dour a vez implijet evit termenañ ar c'helvin, unanenn SI an temperadur termodinamikel. Un termenadur kentoc'h eget ur c'hementad muzuliet eo an niver roet evit temperadur poent tric'hement an dour.

An aozadur gwask ha temperadur nemetañ e lec 'h ma c'hell an dour, ar skorn hag an aezhenn dour kenvezañ en ur c'hempouez stabil a c'hoarvez pa vez an temperadur kevatal rik da 273,16 kelvin (0,006 °C) hag ar gwask 611,73 pascal (war-dro 6 milibar, 0,006037 atm). Er poent-se e c'heller cheñch an danvez a-bezh e skorn, dour pe aezhenn gant ur cheñchamant gwask pe demperadur dister kenañ. (Notañ ez eus kaoz amañ eus ar gwask aezhenn ha n'eo ket eus gwask ar sistem a-bezh).

Gant an dour ez eus un diagram fazenn divoas ha kemplezh, met ne cheñch netra a-zivout ar poent tric'hement. Pa vez kresket ar gwask da demperadurioù uhel e teu an aezhenn da vezañ dourennek da gentañ, ha solut da c'houde (a-us da 109 Pa ur stumm kristalinek eus ar skorn hag a zo douesoc'h eget an dour). Da demperadurioù izeloc'h ne zeu ket ar stad dourennek war wel ken, ar pezh a laka ar stad da dremen war-eeun eus gazus da solut. Posupl e vez koulskoude teuziñ ar skorn dindan gondisionoù spisverkus.

D'ur gwask digemm brasoc'h eget hini ar poent tric'hement e tremen dre ret ar skorn tommet eus ar stad solut d'ar stad dourennek ha d'ar stad c'hazus da c'houde. D'ar gwaskoù bihanoc'h eget hini ar poent tric'hement, evel en egor e lec'h m'emañ bihan ar gwask, n'hell ket an dour dourennek bezañ : pa vez tommet e teu ar skorn da vezañ aezhenn war-eeun, hep tremen dre ar stad dourennek. Graet e vez sublimadur eus an treuzfurmadur-se.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]