Europa (merc'h Agenor)
- Diwar-benn ur briñsez anvet Europa eo ar pennad-mañ. Re all zo bet anvet evelti, sellit ouzh Europa (disheñvelout).
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Lec'h ganedigezh | Tir |
Tad | Agenor |
Mamm | Telefassa, Alphesiboea, Perimede |
Breur pe c'hoar | Kiliks, Kadmos, Phoenix, Thrace |
Pried | Asterios |
Kompagnun(ez) | Zeus |
Azeulet gant | Relijion er gevredigezh hellazek |
Tachenn ar sant pe doue | Europa |
A wisk | garland |
Europa (Εὐρώπη / Eurốpê e gregach, latinekaet en Europa) a oa ur briñsez a Fenikia, merc'h da Agenor, roue Tir, ha de bried Telefassa, ha c'hoar da g-Kadmos, hervez mojennoù Hellaz kozh.
Hi a voe an hini he dije roet hec'h anv da gevandir Europa hervez lod. Hervez lod all e vije kentoc'h Europa (merc'h Okeanos).
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrapet e voe war an aod e Sidon gant Zeus, a oa tostaet dindan neuz un tarv gwenn evit chom hep he spontañ ha hep bezañ gwelet gant e wreg warizius (peadra a oa pa weler niver e vugale amañ hag ahont), an doueez Hera. Hag Europa da sevel war e gein. Hag eñ da vont er mor ganti, ha d'he c'has betek Kreta (pe en hanternoz d'ar Bosfor hervez mojennoù zo), rak gant a vuan ma'z ae Zeus ne oa ket Europa evit diskenn diwar e gein. War-lerc'h e voe ganet ganti:
- Minos,
- Radamanthys (a voe barnerien en Ifernioù o-daou)
- Sarpedon (nemet hervez Homeros e vije mab da Laodameia kentoc'h).
Diwezhatoc'h e voe roet Europa gant Zeus da roue Kreta, Asterion.
Steredeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Steredeg an Tarv a ra dave, a-hervez, da skrapadeg Europa.
En arzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a arzour, evel Darius Milhaud, ha livourien dreist-holl evel Tizian, Veronese, Rembrandt, a zo bet awenet gant mojenn Europa.
-
Europa hag an tarv, gant Gustave Moreau.
-
Skrapadenn Europa gant Antonio Carracci.
-
Skrapadenn Europa gant Rembrandt.
Pezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelout a reer Europa war bezhioù 2 euro e Gres, Italia ha Kiprenez.