Darius Milhaud
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Darius Milhaud, bet ganet d'ar 4 a viz Gwenholoñ 1892 e Marsilha e Provañs (Stad C'hall) ha marvet d'an 22 a viz Mezheven 1974 e Geneva (Suis), a oa ur sonaozour gall.
Dont a ra Darius Milhaud eus unan eus koshañ familh Yuzevien Provañs, genidik eus ar Comtat Venaissin. Familhoù yuzev a oa o chom er Gontelezh-se abaoe kantvedoù, ha lesanvet e oant « Yuzevien ar Pab ».
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aozet en deus Darius Milhaud a bep seurt sonerezh : c'hoariganoù, sonerezh kambr, sonerezh sinfoniek, koñsertoioù, barrezioù, kan. Awenet eo bet kalz gant ar sonerezhioù folklorek hag ar jazz. Pinvidik ha liesseurt eo e oberenn.