Kreta

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Kreta | |
Anv er yezh-se : Κρήτη | |
Skeudenn eus Kreta gant an NASA | |
Douaroniezh | |
Lec'hiadur | Reter Kreizdouarel |
Daveennoù | 35°12.6′N 24°54.6′E Coordinates: 35°12.6′N 24°54.6′E |
Gorread | 8 303 km² |
Renk ar vro | 89 |
Beg uhelañ | 2 456 m |
Menez uhelañ | Menez Ida (Psiloritis) |
Melestradurezh | |
Gres | |
Rannvro | Kreta |
Kêr-benn | Heraklion |
Lec’h annez brasañ | Heraklion (pop. 173,993) |
Boblañsouriezh | |
Anv annezidi | Kretaiz (Gresianed) |
Poblañs | c. 620 000 (2011) |
Renkadur poblañs | 73 |
Enezenn Greta luc’hskeudennet an 22 a viz Mezheven, 1973 gant Skylab
Kreta (e gresianeg : Κρήτη, Kríti ['kriti] ; henc'hresianeg: Κρήτη, Krḗtē) a zo an enezenn vrasañ ha pobletañ Inizi Gres, 88vet enezenn vrasañ ar bed ha pempvet enezenn vrasañ ar Mor Kreizdouar, war-lerc’h Sikilia, Sardinia, Kiprenez ha Korsika. Kreta hag un toullad enezennoù tro-war-dro da Greta a ya da ober rannvro Kreta (e gresianeg: Περιφέρεια Κρήτης), unan eus rannvroioù melestradurel e Bro-C’hres. Ar gêrbenn a zo Heraklion. E 2011, e oa 623,065 a dud o vevañ eno.
Ul lodenn vras eus an ekonomiezh ha glad sevenadurel Bro-C’hres enni, brudetevit ar muzik hag ar varzhoniezh, hagez eo kreizenn ar sevenadurezh vinoan (war-dro 2700–1420 kt JK), unan eus kentañ sevenadurezhioù bras Europa, ma oa savet kentañ palezioù Europa[1]. Staget eo bet ouzh Bro-C'hres e 1913 hag unan eus he zrizek periferia (rannvro velestradurel) eo.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roudoù eus an Hominidae a gaver e Kreta adalek 130 000 vloaz zo. E diwezh an Neolitik hag e-doug Oadvezh an arem e vleunias ur sevenadur diorroet-kenañ e Kreta, ar sevenadur minoan. Dalc'het eo bet gant meur a Stad hellenadek, an Impalaeriezh roman, Impalaeriezh Bizantion, Emirelezh Kreta, Republik Venezia hag an Impalaeriezh otoman. Goude ur prantad emrenerezh berr, eus 1897 da 1913, dindan ur gouarnamant da c'hortoz, e tivizas dont da vezañ ul lodenn eus Bro-C'hres. Dalc'het e voe gant an Trede Reich e-pad an Eil brezel-bed, goude Emgann Kreta.