Mor Egea
Rann eus | Eastern Mediterranean |
---|---|
Diazad doureier | Aegean Sea basin |
Bro an diazad | Gres, Turkia |
Anvet diwar | Aigeüs |
Stad | Gres, Turkia |
War ribl | Mor Kreizdouar |
Daveennoù douaroniel | 38°30′0″N 25°18′0″E |
Category for the view from the item | Category:Views from Cape Sounion |
Mor Egea, Enezvor[1], Mor Enezek[2]) zo ur mor enklozet etre daou gevandir, Europa hag Azia, hag ar Mor Kreizdouar.
En-dro dezhañ emañ :
- Europa ha Hellaz er C'hornôg ;
- Azia ha Turkia er Reter ;
- Enez Kreta er Su, a ra an disparti etre Mor Egea hag ar Mor Kreizdouar.
Da C'hres eo an enezegoù strewet e Mor Egea, war-bouez div enezenn abaoe 1923.
Gres eo an douaroù hag a zo er Su, er C'hornôg hag en Norzh p'emañ aodoù kornôgel Turkia er Reter. Koulskoude, an harz politikel etre Gres ha Turkia zo etre an inizi hag aod Turkia war-bouez div anezho.
Er Biz emañ strizh-mor Çanakkale (an Dardanelloù), a gas da vor Marmara ha pelloc'h d'ar Mor Du dre strizh-mor ar Bosfor. Eus Kornôg da Reter ez eus etre 300 ha 400 km hag eus Norzh d'ar Su war-dro 600 km. Ur mor don eo pa n'eus ket gwall galz a blateiz kevandirel : 2 500 m eo an donder e Norzh Enez Karpathos.
An inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Niverus eo an inizi.
- En Norzh ez eus 6 enez vrazik, a zo da C'hres : Thasos, Samothraki, Lemnos, Lesbos, C'hios ha Samos.
- Div enezenn a zo turk (abaoe 1923) : Gökçeada (Imbros e gresianeg) ha Bozcada (Tenedos e gresianeg).
- Er c'hornôg emañ Enezeg ar Sporadez.
- Er Su emañ Enez Kreta, Enezeg ar C'hlukladez, Enezeg an Dodekanez, enni Rodos ha Karpathos.
Orin an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwechall ne veze ket kaoz eus mor Egea, un anv diazezet war ur vojenn gozh.
Hervez ar vojenn en doa goulennet Egeos, roue Aten, digant e vab Theseüs, ma vije lakaet gouelioù gwenn ouzh e lestr ma teuje en-dro goude bezañ trec'h war an Minotaor. E barr al levenez edo an dud e bourzh al lestr goude trec'h an haroz yaouank ha n'o doa ket soñj eus an dra-se ken. Setu perak en em daolas ar roue kozh er mor, gant ar glac'har, diwar tornaod ar c'hab Sounion pa welas ar gouelioù du.
- Koulskoude e soñj lod skiantourien e c'hellfe e anv dont eus aigailos (= aod), anv sez Poseidon en Ilias hag an Odysseia.
- Ege Denizi a vez graet anezhañ e turkeg.
Anvioù kozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Αρхιπέλαγος Arc'hipelagos eo a veze lavaret gant tud Hellaz kozh, da lavaret eo ar "Mor pennañ", hervez o doare da welet.
- Er Grennamzer e veze graet Arcipelago eus ar mor-se gant tud Venezia. E 1268 e voe implijet en un emglev sinet etre Venezia hag an impalaer Mikael VIII Paleolog, un anv a rae dave d'ar mor ha d'an inizi.
- Ar gerioù henc'hresianek hag italianek o deus roet ar ger gallek archipel, met deuet eo ar ger-se da dalvezout "enezeg" dre vras.
- Adalek an XIXvet kantved hepken eo e kroged da gomz eus "Mor Egea".
Anvioù brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An Enezvor hag ar Mor Enezek a gaver e geriadurig Roparz Hemon. Dont a ra an anvioù-se eus an Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh gant Meven Mordiern.
- Mor Egaios a gaver en ul levr-skol embannet gant TES[3].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe ouzhpenn 4 000 bloaz e oa ur mor gresian pa voe kemmet an traoù gant feur-emglev Lausanne e 1922. Roet e voe an aod reter da Durkia, ar pezh a redias an dud da zivroañ, dre ma oa gant ar C'hresianed e oa ar muiañ niver en darn vrasañ eus an inizi.
En Henamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seul aesoc'h e oa d'an Henc'hresianed merdeiñ eno ma oa meneziek an aodoù, niverus an inizi, tostik an eil enezenn diouzh eben ha ma ne veze kollet gwel eus an douar hogos gwech ebet. Aesoc'h a se ivez gwareziñ al listri diouzh ar gwallamzer pe an enebourien.
Bez' ez eo ar mor-se unan eus kavelloù ar vorveli kentañ anavezet en istor, hini Aten er Vvet kantved kent JK, war-lerc'h da Hellaziz bout trec'h war an Impalaeriezh ar Bersed (gwelet : Brezelioù medek).
Pa voe aloubet Hellaz gant Roma (war-dro 167 kent JK) e voe aodoù ar mor er memes bro : an Impalaeriezh roman, hag en Impalaeriezh Bizantion goude, betek donedigezh an Durked.
Er grennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rannet e voe an aodoù etre Hellaziz, Turked hag ar Stadoù latin (Venezia dreist-holl) ken na voe kemeret Enez Rodez gant an Durked e 1522, hag aloubet Kreta er XVIIvet kantved (Kandia e 1669, Spinalonga e 1718).
Enebiezh etre Gres ha Turkia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1830 e voe diframmet he dizalc'hted gant Gres digant an Impalaeriezh otoman. Klasket he deus Gres bodañ en-dro dezhi an holl zouaroù poblet gant Hellaziz.
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ R. Hemon, Petit Dictionnaire pratique breton-français, 1928, p. 146b.
- ↑ Sketla Segobrani (1923), II, p. 175 ; R. Hemon, Dictionnaire français-breton, 1978, p. 402a.
- ↑ Istor Geografiezh, TES, 2001, p. 59.