Dodekanesa
An Dodekanesa (Δωδεκάνησα, en henc'hresianeg Dōdekánēsa, e gresianeg a vremañ Dodekánisa, en italianeg Dodecaneso, e turkeg Oniki Ada) zo un enezeg eus an Enezvor a vod en tu all da 160 enezenn hag enezennouigoù, en o mesk 26 enezenn didud. Hec'h anv a dalvez « daouzek (dōdeka) enezenn (nēsos) ».
E-maez da aod gevred Turkia emaint, er su da Samos hag er biz da Greta. Bevennañ e ra Mor Kreta er reter[1]. Ul lodenn eus strollad an Inizi Sporades eo inizi an Dodekanesa. Un istor pinvidik o deus hag e kalz anezhe, e-touez ar re vihanañ zoken, e kaver ilizoù bizantat ha kastelloù eus ar Grennamzer.
An inizi pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An enezenn vrasañ ha brudetañ eo Enez Rodos he deus kontrollet ar vro tro-ha-tro e-pad kantvedoù. E-mesk ar re all ez eo a-bouez Kos ha Patmos war dachenn an istor. An nav enezenn all zo Astipalea, Kalimnos, Karpatos, Kasos, Leros, Nisiros, Simi, Tilos ha Kastelorizo. Gallout a reer menegiñ ivez inizi Agatonisi, Alimia, Arkoi, Chalki, Farmakonisi, Giali, Kinaros, Levita, Lipsi, Nimos, Pserimos, Saria, Sirna ha Telendos
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Luziet eo istor an Dodekanesa. Liammet eo ouzh istorioù ar C'hroaziadegoù, an Impalaeriezh otoman, Italia, ha hini an Eil Brezel-bed.
N'eo anavezet an enezeg dindan an anv-se nemet abaoe 1908. D'ar mare-se e tivizas an daouzek enezenn unaniñ da stourm ouzh gouarnamant Turkia[2],[3].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Peter Saundry, C.Michael Hogan & Steve Baum. 2011. Sea of Crete. Encyclopedia of Earth. Eds.M.Pidwirny & C.J.Cleveland. National Council for Science and Environment. Washington DC.
- ↑ Larousse encyclopédique, levrenn IV, p. 3330.
- ↑ Dictionnaire encyclopédique d'Histoire, Michel Mourre, levrenn X, p. 4836 evit Venezia hag ar C'hroaziadegoù, vol. IV, p. 2124 evit an impalaeriezh otoman, Italia hag an Eil Brezel-bed.