Theseüs

Eus Wikipedia
Theseüs
mythological Greek character
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΘησεύς Kemmañ
Titl noblañsRoue Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvdrowning Kemmañ
Killed byLycomedes Kemmañ
Lec'h douaridigezhSkyros Kemmañ
TadAigeüs, Poseidon Kemmañ
MammEtra merc'h Piteüs Kemmañ
PriedFaidra, Antiope (Amazonenn), Ariadne, Hippolite, Elena Troia Kemmañ
Kompagnun(ez)Perigune, Egle, merc'h da Asklepios, Pirithous Kemmañ
BugelHippolytos, Melanippus, Akamas mab Teseüs, Demofon mab Teseüs, Ifigeneia Kemmañ
MicherRoue Kemmañ
KargKing of Athens Kemmañ
Deroù ar prantad labour15vet kantved kt JK Kemmañ
Dibenn ar prantad labour14vet kantved kt JK Kemmañ
Azeulet gantMitologiezh Henc'hres Kemmañ
Tuadur revelDivrevelezh Kemmañ
Present in workThe Suppliants, Hades Kemmañ
Deskrivet dreTheseus (1), Theseus saves Hippodameia Kemmañ
EnemyProkust Kemmañ
Trec'h Theseüs ouzh ar Minotaoros
Kib gant Aison al livour.

Theseus (Θησεύς e henc'hresianeg) a voe ur roue eus Aten hag unan eus an harozed vrudetañ gwengelouriezh Hellaz. Ren a reas war-dro 1250 kent JK, hervez Kronikennoù Paros.
Theseus zo taolennet evel mab Aigeüs, pe mab doue Poseidon. Desavet e voe gant e vamm Aethra, ha kuit ez eas da Aten pa glevas e oa mab da Aegeüs. Ahont e kavas e oa dimezet Aegus gant Medea, bet gwreg Iason.

Ar vojenn vrasañ a-zivout Theseus eo e emgann ouzh ar Minotaoros (un den dezhañ penn un tarv), gant skoazell Ariadne, merc'h ar roue Minos. Ezhomm e oa dezhañ unvaniañ holl an Attika gant Aten, synoikismos (annezañ a-gevret) e voe graet ag an darvoud-se. Theseus a c'hourlakaas azeul Afrodite Pandemos ("Afrodite an holl tud") e su Akropolis.

Buhez Theseus skrivet gant Ploutarc'hos a zastumas meur a istor diwar marv ar Minotaoros, fuadur Theseus, penaos e oa kouezhet Ariadne e karantez gantañ hag an drubarderezh anezhañ outi. Ploutarc'hos a anzavas ar pal a voe sav buhez an haroz e kenstur gant Buhez Romulus an diazezer eus Rome. Mamennoù an oberer a vez puñset e Ferec'hydes Leros, Demon Philoc'horos, ha Kleidemos dreistholl.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Theseüs hag ar Minotaoros, pri-poazh dremmoù du

Aigeüs, roue kêr Aten, n'en doa bet bugel ebet gant hini ebet eus e wragez, ha c'hoantaat a rae ur mab. Petra a reas neuze, nemet ober evel hervez ar c'hiz, ha mont da z-Delfi da welout ar velegez evit gouzout penaos ober. Hag ar Pythia ha lavarout dezhañ :

« Arabat dit, da briz ebet, distardañ gouzoug da sac'had gwin a-raok bezañ erruet war bazenn uhelañ kêr Aten. »

Ar vojenn en arzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

El lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Claude Calame, Thésée et l'imaginaire athénien, Payot, coll. « Sciences humaines », Lausanne, 1996 (2vet embannadur) (ISBN 2601031751).
  • Henri Jeanmaire, Couroi et Courètes : essai sur l'éducation spartiate et sur les rites d'adolescence dans l'Antiquité hellénique, Lille, Bibliothèque universitaire, 1939.
  • Nicole Loraux :
    • Les Enfants d'Athéna, Seuil, coll. « Points Essais », Paris, 1990 (ISBN 2020124688),
    • Né de la terre. Mythe et politique à Athènes, Seuil, coll. « Librairie du XXIe », Paris, 1996 (ISBN 2020282402).
  • Annick de Souzenelle, Œdipe intérieur. La présence du verbe dans le mythe grec, Albin Michel, coll. « Spiritualités vivantes », 1999 (ISBN 2226106820).

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.