Iason
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Ἰάσων |
Tad | Aeson |
Mamm | Amphinome, Alkimede, Polymede |
Breur pe c'hoar | Promachus |
Pried | Glauce, Medea, Hipsipile |
Azeulet gant | Mitologiezh Henc'hres |
Present in work | Argonautica |
Iason (Ἰάσων / Iásôn e gregach[1]) a oa mab da Aison, roue Iolkos (hiziv Volos) e Magnesia (e bro Thessalia). Diroueet e voe gant Pelias, a oa lezvreur d'e dad Aison.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Iason a oa bet kaset da bell da vezañ skoliet gant an den-marc'h C'heiron. Un orakl en doa kontet da Belias e vije lazhet gant ur gourvab bennak da Aiolos (mab da Hellen) a deuje d'e gaout gant ur votez hepken ouzh e droad. Dont a reas an diougan da wir pa zegouezhas Iason, deuet d'e vent, en Iolkos, da c'houlenn e hêrezh, e rouantelezh ; kollet e oa bet gantañ ur votez en ur reiñ skoazell d'ur wrac'h (a oa an doueez Hera gwisket e truilhoù) da dreuziñ ur stêr. Pelias a brometas reiñ ar rouantelezh dezhañ ma teuje en-dro gant ar maoutken aour, a oa e Kolc'his, mil bell aleshont.
Neuze ez eas Iason war al lestr Argo gant un hanter-kant haroz all, an Argonaoted, da gerc'hat ar Maoutken aour.
Erru e Kolc'his e skrapas ar Maoutken Aour, gant skoazell Medeia, merc'h ar roue Aietes eno, un hudourez anezhi, hag a zimezas gantañ. Pa voe distro da d-Thessalia, e kavas e dad marv, lazhet gant Pelias.
Dialet e voe Iason gant Medeia, met Akastos, mab da Belias, o c'hasas kuit. Hag int en harlu e Korinthos. Eno, Iason a zilezas Medeia, da zimeziñ gant Kreousa, merc'h ar roue Kreon. Medea a gasas an dorzh d'ar gêr gant lazhadeg Kreousa hag he zud, hag ouzhpenn hini ar vugale he doa bet gant Iason, Feres ha Mermeros.
Hag Iason d'en em lazhañ goude.