Maoutken aour

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Distro Jason gant ar maoutken aour, war ur pod dremmoù ruz, war-dro 340–330 kent JK
Friksos ha Helle, kouezhet diwar gein Krisomallos. Murlivadur roman eus Pompei.

Ar maoutken aour (Χρυσόμαλλον Δέρας /Chrysómallon Déras e gregach), e mojennoù Hellaz kozh, eo kroc'hen ha kreoñ ar maout askellek Krisomallos (Χρυσόμαλλος / Khrusómallos e gregach, diwar χρυσός / khrusós, « aour » ha μαλλός / mallós, « tamm gloan »). Hennezh a oa ul loen burzhudus, speredek, hag a ouie komz, hag a c'halle nijal d'al lec'h a gare.

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Atamas a oa roue Orc'homenos en Beotia, e gevred Hellaz, ha dimezet d'an doueez Nefele. Daou vugel o doe : ur mab , Friksos (rodelleg), hag ur verc'h, Helle. Diwezhatoc'h e kemeras Atamas ur wreg all, Ino, merc'h d'ar roue Kadmos. Ha kuit Nefele, droug ha gwarizi enni, ha dour-beuz er vro.

Ino a glaske an tu da lazhañ he lezvugale: hervez doareoù zo eus ar vojenn e kontas bidennoù d'ar oue a gredas e oa ret aberzhiñ e vab peogwir e oa eñ a oa pennkaoz d'an dour-beuz. t

Galvet e oa bet neuze ar maout askellek e greoñ aour, Krisomallos, gant an doue Hermes, da vont da saveteiñ bugale Nefele.

Ar vugale-se, Friksos ha Helle, a bignas warnañ da dec'hel diouzh o lezvamm griz, Ino hec'h anv, a veze ouzh o heskinañ dalc'hmat. Siwazh dezhi e kouezhas Helle er mor, a zo bet graet gant ar C'hresianed an Hellespont anezhañ, pa oa ar maout e greoñ aour o lammat dreist ar mor, eus Azia da Europa. Neuze e lavaras ar maout da Friksos e kasje anezhañ da Golc'his, e Jeorjia hiriv, war lez ar Mor Du.

Pa voe erru Friksos gant al loen e Kolkida, war aod ar Pontos-Euksinos (ar Mor du), e voe aberzhet ar paourkaezh maout da Zeus d'e drugarekaat, ha miret ar c'hroc'hen krewichennek, melen-aour, a voe ispilhet ouzh un dervenn, en un dervenneg sakr, gouestlet da Ares, doue ar brezel . Neuze e voe lakaet un aerouant ha ne gouske morse e-harz an dervenn da ziwall ar maoutken e greoñ aour.

Ar maout an hini zo aet d'ober steredeg Aries en oabl.

Friksos a voe degemeret mat e ti Aetes, roue ar vro, mab da Helios, an heol, hag a roas ar maoutken aour dezhañ d'e drugarekaat, pa oa aet betek reiñ e verc'h C'halkiope da Friksos yaouank.

Argonaoted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwezhatoc'h ez eas Jason hag e Argonaoted da gerc'hat ar Maoutken aour, ha tec'hel a c'halljont rak ar roue Aetes gant skoazell e verc'h Medea, a veze o troc'hañ he breur Absirtos a-dammoù, tra ma veze an tad o tastum ar re-se war he lerc'h.

Ar maoutken aour, gant Herbert James Draper

Aour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Jorjia e ouie ar Svaned, er menezioù, lakaat krec'hin deñved er stêrioù da dapout an aour a ruilhe en dour. Aze e c'hallfe bout orin ar vojenn. E Batumi e Jeorjia, e weler un delwenn da Vedea ha hi o terc'hel ar maoutken krewichennek[1]

Urzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un Urzh ar Maoutken Aour a oa bet krouet gant dug Bourgogn, Fulup III Bourgogn er XVvet kantved, e 1430. Arouez Jeruzalem e oa , a ranke marc'heien an Dug adkemer d'he reiñ d'an Iliz katolik.

El Toisón de Oro.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alamagn Alamagn
Bro-C'hall Bro-C'hall
Flag of Italy.svg Italia
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.