Nefele
Nefele (Νεφέλη / Nephélê e gregach, eus νέφος / néphos, « koumoulenn ») a oa ur goabrenn krouet gant Zeus, hervez skeudenn Hera, evit touellañ Iksion.
Dimeziñ a reas-hi gant Athamas, ha daou c'hevell o doe, Helle ha Friksos.
Diwezhatoc'h e timezas Athamas gant ur briñsez anvet Ino. Kaset ar goabrenn da redek an oabl, ha ret dezhi kuitaat he bugale. Met bevañ a rae en anken o soñjal e vije lazhet Friksos gant Ino evit lakaat he mab da ren goude an tad.
Pa welas edo Ino o vont da lazhañ an daou vugel e c'houlennas Nefele skoazell digant an doueed. Hermes a gasas dezhi ar maout C'hrysomallos a nijas d'o saveteiñ.