Mont d’an endalc’had

Iksion

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
José de Ribera, Iksion, 1632, mirdi ar Prado.

Iksion (Ἰξίων Ixiôn e gregach) a oa ul Lapit ha roue Thessalia. Hervez Aesc'hulos e oa mab da Antion ha Perimele, merc'h Amythaon ; mab da Leonteüs e oa hervez Caius Julius Hyginus, pe da Flegyas hervez Euripides.

Goulenn a eure Dia, merc'h Deioneüs, da bried. D'an tad e prometas madoù a-leizh. Goude an eured avat ne zalc'has ket d'e c'her. Hag an tad-kaer da virout kezeg ar mab-kaer. Goulenn a reas Iksion neuze digant e dad-kaer dont da gerc'hat e brofoù e-unan. Pa erruas an den kozh e voe taolet en ur puñs leun a dan.

Kasoni outañ a savas en holl zoueed neuze. Zeus en devoe un tamm truez outañ. Puraat a reas an den, e zegemeras en Olympos. Hag Iksion ha klask fred gant Hera. Eben a yeas da gontañ d'he gwaz. Ha Zeus da aozañ ur goabrenn, Nefele, hañval-bev ouzh Hera. Hag Iksion d'he briata. Taolet e voe neuze gant Zeus en Tartaros, ha staget gant Hermes ouzh ur rod tan a droe diziwezh.

Eus Iksion ha Nefele e voe ganet an dud-varc'h, pe war-eeun, pe dre hanterouriezh Kentauros, mab da Iksion a embaras gant kezeg Magnesia. Ur mab en doa bet ivez, Peirithoos, digant e wreg Dia.