Flegyas

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Flegyas gant Dante ha Vergilius, gwerenn-livet er Museo Poldi Pezzoli e Milano

Flegyas (Φλεγύας / Phlegúas e gregach), mab d'an doue Ares ha da C'hryse, a oa roue al Lapited.

Daou vugel en doa: ur mab, Iksion, hag ur verc'h, Koronis, a voe serc'h da Apollon.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa brazez e verc'h Koronis eus he mab ec'h orgedas ouzh Isc'hys, mab Elatos. Pig pe vran a gan, hag ur vran a eas da gontañ an doare da Apollon. Hag an doue dogan da gas e c'hoar, ar werc'hez Artemis, da lazhañ Koronis gant he saezhoù.

Flegyas, a oa dirollet gant ar gounnar, a eas da c'hwezhañ an tan e templ Apollon e Delfi, un dra ne blijas ket tamm da Apollon, ma lazhas e dad-kaer.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.